Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
12
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Unanderenn delioù. Un delienn lore, un delienn fav. Ur wezenn outi dibaot delienn. 2. Trl. Krenañ evel un delienn (en avel, e beg ur wezenn), evel un deliaouenn : krenañ kalz gant an aon pe ar riv. & Glas evel un delienn gaol : glas-tre. & (db. an dud) Ken glas hag un delienn gaol : anat an aon war e zremm. 3. Jelkenn danav. Un delienn vara. & Deliennoù pesked : lavnenn gig a c'haller distagañ diouzh ur gwenn-pesked. 4. [1924] Delienn baper. Tamm paper pevarc'hornek. Follenn baper. [1924] [A]n aotrou person en e gador azezet eus an daol, ul levr hag un delienn baper dirakañ, ur bluenn en e zorn.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

delienn

1499
Daveenn : LVBCA p53 (fueille)

krenañ gant aon e-giz barr delioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fremir

delioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg feuille

delienn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg feuille

ken tanav hag un delienn

1699
Daveenn : Har. pg delien, ha, ken, tanav, un (tanve comme une feuille)

an niv zelienn

1732
Daveenn : GReg pg double-feuille (plante qui ne produit que deux feüilles)

un delienn beotez

1732
Daveenn : GReg pg (une feüille de) bette

louzaouenn an div zelienn

1732
Daveenn : GReg pg double-feuille (plante qui ne produit que deux feüilles)

delienn

1732
Daveenn : GReg pg feuille (parlant des arbres, fleurs, & herbes)

delioù, deliaoù, delenn, del

1732
Daveenn : GReg pg feuille (parlant des arbres, fleurs, & herbes)

deliaouenn, deliaoù, dilat, del

1732
Daveenn : GReg pg feuille (parlant des arbres, fleurs, & herbes)

delienn gwini

1732
Daveenn : GReg pg feuille (de vigne, pampre)

ken tanav eo hag un delienn

1850
Daveenn : GON.II pg tanav, tanaô, tanô

delienn

1850
Daveenn : GON.II pg delien

Anaout a rit-hu an delienn-mañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg delien (connaissez-vous cette feuille ?)

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn.

1867
Daveenn : MGK p19

Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade. — Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.150

Dibaouez e kouezhe an delioù diouto en dour sioul ha splann, o wiskañ anezhañ en ur vantell-roue.

1923
Daveenn : SKET p.124

Kreskiñ a reas eno, ha fonnañ ha paotañ ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezhi ker stank hag an deliennoù war wez ar c’hoad, ar yeotennoù er beurvan, an traezhennoù war an tevenn, al lommadoù er mor, ar steredennoù en neñv.

1923
Daveenn : SKET p.77-78

Skourroù glas-mouk ar fiezenn a gej ouzh delioù flammoc’h an hiliberenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.47

Jarlig ar Pinter, Fañch Mourzig, Jojo ar Spagnol hag e genderv Olier ar Paotr-ruz, Lellig an Touz, Pierrig-Mari Gola, Fañch ar Skouarnek, Lellig ar Monkuz ha kalz a re all a oa eno en o sav, an aotrou person en e gador azezet eus an daol, ul levr hag un delienn baper dirakañ, ur bluenn en e zorn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Mad[a]len a oa krog en e zorn hag a grene evel un delienn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Daveenn : SVBV p8

Ker ruz eo da jenoflez/ Ha teodoù levrini,/ Jenoflez o delioù c'hwek,/ Jenoflez eus da liorzhoù,/ Frond ganto evel ma ouzez,/ Hag o c'houzout diouzh da frond.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Ha dastumet an "nyama" (ar c'hig) en un delienn staget gant ur poell ouzh ar gouriz, e vo lipet e vourroù diwarnañ da boent koan.

1985
Daveenn : DGBD p61

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial