Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. DEIL AR GWEZ : delioù ar gwez pa seller outo evel un hollad. Deil kaer zo war ar gwez d'an diskar-amzer. Trouz an avel en deil. 2. Delioù. Ober tan gant deil pin. Ur vagig leun a zeil brein. & Deiligoù : un nebeud delioù bihan.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

me am eus un amorig joliik indan an del me...

1350
Daveenn : ABER niv. 69, 309

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »

1923
Daveenn : SKET p.21

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Daveenn : SKET p.48

Adarre en em astennas war ar maezioù diboblet ar gouelec’h gant e bradoù milvleuennek hag e goadoù dilavar hep kan evned ; hag en em vantellas gant geot ha deil glas an douar bet douret a wad ha warnañ dismantroù mogedet hag eskern gwenn o krinañ.

1923
Daveenn : SKET p.86

Ar c’hoadoù, a ra d’an traonioù ha krec’hioù ur gwiskad deil, a zo enno gwezennoù ar bravañ-holl : ar faou hag an derv a gaver ar stankañ, toueziet amañ hag ahont gant gwez pin ha sapr.

1923
Daveenn : SKET p.95

Betek el lec’h-se e rankent bezañ noz-deiz bepred war evezh, rak, dre en em silañ a enezenn da enezenn war o bagoù pilprennek, e-kuzh an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skeiñ outo o daredoù.

1923
Daveenn : SKET p.119

deil

1923
Daveenn : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Feuillage".

E-harz ar grec’hienn e tarzhe un eienenn, en-dro dezhi bodoù kelvez ruz-moug a zouge, war un dro, bleuñv, frouezh ha deil.

1923
Daveenn : SKET p.124

Skav-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezhañ en diskar-amzer ul liv melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135.

1924
Daveenn : SKET.II p.75, Notenn 5

deil

1924
Daveenn : SKET.II p.123 « Geriadurig », "an[v]-stroll, feuillage".

Ar c’hlastenenn, hañv-goañv en he deil, a gresk e-tal ar vezvenn wenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.47

deil spilhaouek

1931
Daveenn : VALL pg (feuilles en) aiguille(s de pin)

Etimologiezh

Ger predenek testeniekaet e henvrezhoneg dindan ar stumm "dol", aet da "del" e krennvrezhoneg. S.i.o. ar c'hembraeg "dail", "deilen" hag ar c'herneveureg "del", "delen".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial