Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Anv-gwan ar verb "dont". II. 1. Stn. (db. an dud) Graet e gresk gantañ, erru oadour. Un den deuet. An dud deuet. HS. graet. 2. Impl. da ak. Anavezout deuet ha da zont : ar pezh zo c'hoarvezet hag ar pezh zo da c'hoarvezout.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]

1576
Référence : Cath p3

deuet da vezañ abil

1732
Référence : GReg pg habile (Devenir habile, pp.)

Aba ez eus deuet korf dezhañ.

1732
Référence : GReg pg grand (Depuis qu'il est devenu grand.)

deuet da ur re dre zegouezh

1732
Référence : GReg pg devolu (uë, acquis par un droït de devolution)

Klevet em eus penaos e oac'h deut.

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, « J'ai appris que vous étiez arrivé ».

An den eus a behini hoc’h eus komzet din a zo deuet amañ.

1850
Référence : GON.II p.73

Kelenn a rin va mab, pa vezo deuet da bemp bloaz.

1850
Référence : GON.II p.68

Deuet ez eus ul lestr karget a varc’hadourezh.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, (Il est arrivé un vaisseau chargé de marchandises).

Ar c'hleñved-se a zo deuet dezhañ dre zarvoud.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Cette maladie lui est venue par accident ».

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.

1867
Référence : MGK p7

— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.

1867
Référence : MGK p144

Dec’h, pa’z oac’h deuet d’am zi, oac’h deuet gant un den ha n’en deus brud vat ebet er vro ; gant e chapeled e vez war an hent oc’h ober e bilpouz, o tennañ digant an dud vat kement a ouzont.

1877
Référence : EKG.I. p.82

Ha da belec’h ez aimp-ni, va zad, dre an amzer a zo, ha deuet an eur-mañ ? Gwelet a rit, emañ o komañs teñvalaat.

1877
Référence : EKG.I. p.59

Bremañ eo digoret an ilizoù, deuet ar veleien vat en-dro ; ar re fall a rank mont kuit.

1877
Référence : EKG.I. p.150

Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.173-174

Hon dever hon eus graet ; klasket hon eus Loull ar Bouc’h, deuet omp d’e di, ennañ emaomp : piv ivez ’ta goude-se a glemmo ac’hanomp ? Piv a lavaro hon eus bet aon rak republikaned ?

1877
Référence : EKG.I. p.122

Deuet eo an noz, teñval eo an amzer ; n’eus den war vale adalek beg Milio betek enezenn Vriad, o vont dreist bourk Perroz ha kêr Landreger.

1877
Référence : EKG.I. p.94

Deuet eo an abardaevezh ; ret eo mont en hent.

1878
Référence : EKG.II p.115

— Soudarded ar Republik. — Dre amañ int deuet ivez ’ta ? — Ya, siwazh !

1878
Référence : EKG.II p.52

Ha di ez oant deuet e-kreiz noz.

1923
Référence : SKET p.134

Pa veze en em gavet Lugus ha Belisama nes a-walc’h d’an dud, neuze e strinke an delennadenn hag ar ganadenn a zonedigezh-vat ; ar renerien hag an henaourien a yae war-arbenn hag a ginnige d’ar re nevez-deut mel, laezh ha bara.

1923
Référence : SKET p.61

War al leurennoù pavezet, kemeret ganto da baouezlec’h, brezelourien uhel-ventek, deut a vro an Teir-Stêr a zibenvest hag a hual o c’hezeg ; meskañ a ra ar gwragez hag ar vugale anezho en-dro d’an tantadoù ha, war an hent o kas d’an aven, Maponos a Geneta, o kenstouiñ o fennadoù-blev melen-aour, a stok, o divjod o pokañ an eil d’egile en ur c’hoarzhin.

1923
Référence : SKET P.15

Branodunum, furm latinaet evit Branodunon, a zo deuet hiziv da "Brandon" (Saône-et-Loire).

1923
Référence : SKET P.9

Daga o vezañ deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terc'hel d’he meno, e voe graet d’an tri dont tre el logell.

1923
Référence : SKET p.103

Deut an hañv, hag evit Izabel an amzer a zienez, e-pad an hañv ne vez gwerzhet na meskl na bigorned : netra da c’honit er vro a-raok an eost.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Pa voe deut Vindosetlos d’e seizhvet bloaz e voe staget gant Vissurix d’e gelenn.

1924
Référence : SKET.II p.29

Ken na voe deut d’an oad-gour tamm kig-loen ne stokas ouzh e ziweuz.

1924
Référence : SKET.II p.16

Kamula a zigouezhas dezhi bezañ glac’haret-bras pa voe deut ar bugel d’e vloaz leun.

1924
Référence : SKET.II p.7

C’hwi ’oar ervat koulskoude penaos ne garan ket ho kwelet o redek, pa vez deuet an noz.

1925
Référence : BILZ2 p.120

Poent e oa : ar goañv a oa deut, rust ha kalet.

1925
Référence : BILZ2 p.108

Ret e oa gortoz ; ne oa ket deuet c'hoazh an eur din da gemerout ma renk e-touez ar pennoù ; ne oan nemet un diskibl bihan n'en doa graet netra ; n'am boa ket zoken [sic] digoret ma beg ur wech dirak ar bobl [zoken]...

1944
Référence : EURW.1 p72

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Référence : EURW.1 p66

Pa voemp deut barrek da lenn ha da dreiñ mat a-walc'h kembraeg e brezhoneg hag e galleg, setu ni c'hoant dimp da vont uheloc'h c'hoazh, ha kemerout bep a goumanant da Cymru 'r Plant, gazetennig ar vugaligoù, renet gant an Doktor Morgan Edwards.

1944
Référence : EURW.1 p61

Soñjal a rejont o-daou : Deuet eo ar mare.

1944
Référence : ATST p.32

— « Salud, moereb ! » — « O ! deuet oc’h adarre, va nized ?

1944
Référence : ATST p.40

Klevit bremañ litanioù an diaoul ! An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. » An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »

1944
Référence : ATST p.56

Soñjit ! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun. Pe, ma rankomp reiñ, c’hwi a vezo deuet ho tro.

1944
Référence : ATST p.106

Deut e oa an Tad-Mestr e-unan da gelenn ar skoliad.

1949
Référence : SIZH p.40

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz.

1949
Référence : SIZH p.47

Deuet eo en-dro ur pennadig goude ha n'eus bet den o tigeriñ adarre.

2015
Référence : EHPEA p13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux