(db. an dud)
1. A zegemerer mat, laouen.
Bezit deuet-mat. Deuet-mat ra viot, ra vezi.
2. Bezañ deuet-mat d'ub., gant ub. : bezañ gwelet mat gantañ.
Deuet-mat e oa gant e gabiten.
&
Bezañ deuet-mat en ul lec'h bnk. : bezañ gwelet mat gant an dud, el lec'h-se.
Deuet-mat e vo er palez.
Référence :
GReg
pg (un honnête homme est toûjours) bienvenu (par tout)
deuet-mat ra viot
deut-mad ra viot
1732
Référence :
GReg
pg (vous soyez le) bienvenu
deuet-mat
deut-mad
1732
Référence :
GReg
pg bienvenu
Donedigezh-vat dit a-berzh da dad Manos ! Donedigezh-vat a-berzh da vamm Bena, va fried vuiañ-karet ! Deuet-mat out er vro-mañ ma vevomp enni, en douar gwenvidik-mañ a zo bet pourchaset dit gant madelezh va zad.
Donedigez-vat d’it a-berz da dad Manos ! Donedigez-vat a-berz da vamm Bena, va fried vuia-karet ! Deut-mat out er vro-man ma vevomp enni, en douar gwenvidik-man a zo bet pourchaset d’it gant madelez va zad.
1923
Référence :
SKET
p.73
Daoust-pe-zaoust, pe wirion-rik pe wirheñvel hepken ez eo, fiziañs hon eus e vezo al levr-mañ deuet-mat gant Breizhiz.
Daoust-pe-zaoust, pe wirion-rik pe wirhenvel hepken ez eo, fizians hon eus e vezo al levr-man deut-mat gant Breiziz.
1923
Référence :
SKET
p.6
Bez deut-mat, Moridânos, emezañ. Gwerelaouenn wenn ha devezh laouen dit ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.
Bez deut-mat, Moridânos (3), emezan. Gwerelaouenn wenn ha devez laouen d’it ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.
1924
Référence :
SKET.II
p.59
Hag eñ o kanañ : "Deut-mat ra vezo an ostiziad A zo digouezhet hiziv, [...]"
Hag hen o kana : "Deut-mat ra vezo an ostiziad A zo digouezet hizio, [...]"
1924
Référence :
SKET.II
p.9-10
Siwazh ! Erwanig, mar plije da Janedig, deuet-mat ne oa ket na d’an tad na d’ar vamm.
Siouaz ! Erwanig, mar plije da Janedig, deut mat ne oa ket na d’an tad na d’ar vamm.