Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud) 1. A zegemerer mat, laouen. Bezit deuet-mat. Deuet-mat ra viot, ra vezi. 2. Bezañ deuet-mat d'ub., gant ub. : bezañ gwelet mat gantañ. Deuet-mat e oa gant e gabiten. & Bezañ deuet-mat en ul lec'h bnk. : bezañ gwelet mat gant an dud, el lec'h-se. Deuet-mat e vo er palez.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

deuet-mat

1732
Daveenn : GReg pg bienvenu

deuet-mat

1732
Daveenn : GReg pg bienvenu

un den onest a zo atav deuet-mat e pep lec'h

1732
Daveenn : GReg pg (un honnête homme est toûjours) bienvenu (par tout)

deuet-mat ra viot

1732
Daveenn : GReg pg (vous soyez le) bienvenu

deuet-mat

1732
Daveenn : GReg pg bienvenu

Donedigezh-vat dit a-berzh da dad Manos ! Donedigezh-vat a-berzh da vamm Bena, va fried vuiañ-karet ! Deuet-mat out er vro-mañ ma vevomp enni, en douar gwenvidik-mañ a zo bet pourchaset dit gant madelezh va zad.

1923
Daveenn : SKET p.73

Daoust-pe-zaoust, pe wirion-rik pe wirheñvel hepken ez eo, fiziañs hon eus e vezo al levr-mañ deuet-mat gant Breizhiz.

1923
Daveenn : SKET p.6

Bez deut-mat, Moridânos, emezañ. Gwerelaouenn wenn ha devezh laouen dit ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.

1924
Daveenn : SKET.II p.59

Hag eñ o kanañ : "Deut-mat ra vezo an ostiziad A zo digouezhet hiziv, [...]"

1924
Daveenn : SKET.II p.9-10

Siwazh ! Erwanig, mar plije da Janedig, deuet-mat ne oa ket na d’an tad na d’ar vamm.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

deuet mat da

1931
Daveenn : VALL pg bienvenu

deuet-mat gant

1931
Daveenn : VALL pg bienvenu

deuet-mat-dreist

1931
Daveenn : VALL pg bienvenu

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial