1. (db. an dud, an traoù)
Na geflusk ket.
Digeflusk ha sonn evel ur peul.
&
Keflusk*-digeflusk.
HS. difiñv, diflach.
2. (impl. da ak.)
En digeflusk : sac'het, nad a ket mui war-raok.
En digeflusk emañ an diviz.
3. Dre skeud. (db. an dud)
Na c'haller ket lakaat da zistreiñ war e soñj, a zalc'h start d'e vennozh.
Mar bez digeflusk ar vaouez ouzh he bugale e kavo ar peoc'h. Kalz a chomas digeflusk e-barzh ar feiz.
HS. divrall.
E vignoned a [z]euas d’her c’haout hag a sache war e zilhad evit ober dezhañ daoulinañ evelto. Mes eñ, digeflusk ha sonn evel ur peul, a grie atav : — Idolatriaj ! idolatriaj !
He vignouned a deuaz d’her c’haout hag a zache var he zillad evit ober d’ezhan daoulina eveldho. Mez hen, digeflusk ha sounn evel eur peul, a grie atao : — Idolatriach ! idolatriach !
1877
Référence :
EKG.I.
p.184
Gervel a reomp holl youloù, holl sperejoù hag holl eneoù a Vreizh evit urzhiañ ha sevel ganeomp ur stourmerezh digeflusk ouzh alouberezh an estren.
Gervel a reomp holl youlou, holl sperejou hag holl eneou a Vreiz evid urzia ha sevel ganeomp eur stourmerez digeflusk ouz alouberez an estren.