1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur Gwener tremenet pe da zont.
Diwar zigwener, adalek digwener. A-raok, goude digwener.
• Digwener diwezhañ, digwener tremenet e oamp kejet outo : d'ar Gwener diwezhañ zo bet. Digwener a-raok, digwener all : d'ar Gwener zo tremenet a-raok ar Gwener diwezhañ zo bet. • C'hoari a raimp melldroad digwener kentañ, digwener tostañ, digwener a zeu, digwener da zont : d'ar c'hentañ Gwener a vo. Digwener war-lerc'h : d'ar Gwener a zeuy war-lerc'h ar Gwener kentañ a vo. • Digwener penn sizhun, digwener a-benn eizhtez : d'ar Gwener a vo a-benn eizhtez. Digwener a-benn pemzektez.
2. Ent krenn
D'an diwezhañ Gwener zo bet, d'ar c'hentañ Gwener a vo.
Digwener e oant staget da zeskiñ livañ. Ac'hanen da zigwener : da zigwener kentañ.
&
Tr. adv.
A-benn digwener : a-benn ar Gwener kentañ.
&
Kenavo digwener, ken digwener : kenavo, a-benn ar Gwener kentañ.
&
Digwener da greisteiz, d'abardaez, da noz : d'ar Gwener diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez, da noz.
&
Digwener vintin, digwener veure, ar beure : digwener diwezhañ pe gentañ da vintin, da veure.
Référence :
GON.II
pg dergwéner, digwéner, dirgwéner, (Vendredi, un des jours de la semaine), Gwéner
digwener
dirgwéner
1850
Référence :
GON.II
pg digwéner, dirgwéner (Vendredi, un des jours de la semaine).
digwener
deiz-gwener
1850
Référence :
GON.II
pg digwéner (Vendredi, un des jours de la semaine).
digwener
dergwéner
1850
Référence :
GON.II
pg dergwéner
digwener
dirgwener
1909
Référence :
BROU
p. 224
— Piv ?… N’ho peus-hu ket klevet hanv eus Koatanlem, al laer bras, muntrer al Lev ?… Ma ! ur marc’hadour a Vontroulez a zo bet lac’het war al Lev, digwener diwezhañ. Koatanlem hag e vandenn o deus graet an taol…
— Piou ?… N’ho peus-hu ket klevet hano eus Koatanlem, al laer bras, muntrer al Leo ?… Ma ! eur marc’hadour a Vontroulez a zo bet lac’het war al Leo, digwener diwea. Koatanlem hag e vandenn o deus grêt an tôl…