Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur Gwener tremenet pe da zont. Diwar zigwener, adalek digwener. A-raok, goude digwener. • Digwener diwezhañ, digwener tremenet e oamp kejet outo : d'ar Gwener diwezhañ zo bet. Digwener a-raok, digwener all : d'ar Gwener zo tremenet a-raok ar Gwener diwezhañ zo bet. • C'hoari a raimp melldroad digwener kentañ, digwener tostañ, digwener a zeu, digwener da zont : d'ar c'hentañ Gwener a vo. Digwener war-lerc'h : d'ar Gwener a zeuy war-lerc'h ar Gwener kentañ a vo. • Digwener penn sizhun, digwener a-benn eizhtez : d'ar Gwener a vo a-benn eizhtez. Digwener a-benn pemzektez. 2. Ent krenn D'an diwezhañ Gwener zo bet, d'ar c'hentañ Gwener a vo. Digwener e oant staget da zeskiñ livañ. Ac'hanen da zigwener : da zigwener kentañ. & Tr. adv. A-benn digwener : a-benn ar Gwener kentañ. & Kenavo digwener, ken digwener : kenavo, a-benn ar Gwener kentañ. & Digwener da greisteiz, d'abardaez, da noz : d'ar Gwener diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez, da noz. & Digwener vintin, digwener veure, ar beure : digwener diwezhañ pe gentañ da vintin, da veure.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Ouzh harz ar groaz, gant habaster, / Grit din [Mari] ma vezin [en] ho niver, / Dre ar boan don, Itron deboner, / Ho poe, ha 'n anken digwener.

1622
Daveenn : Do. p62

digwener

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dar guener

digwener

1850
Daveenn : GON.II pg dergwéner, digwéner, dirgwéner, (Vendredi, un des jours de la semaine), Gwéner

digwener

1850
Daveenn : GON.II pg digwéner, dirgwéner (Vendredi, un des jours de la semaine).

digwener

1850
Daveenn : GON.II pg digwéner (Vendredi, un des jours de la semaine).

digwener

1850
Daveenn : GON.II pg dergwéner

digwener

1909
Daveenn : BROU p. 224

— Piv ?… N’ho peus-hu ket klevet hanv eus Koatanlem, al laer bras, muntrer al Lev ?… Ma ! ur marc’hadour a Vontroulez a zo bet lac’het war al Lev, digwener diwezhañ. Koatanlem hag e vandenn o deus graet an taol…

1925
Daveenn : BILZ2 p.131

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial