Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

(db. an dud) 1. Doar./Stn. A chom hep komz, hep lavaret tra. Un den dilavar. N'eus ket dilavaroc'h egetañ. Dilavar eo a-grenn. 2. Adv. Hep komz. Bale a reont dilavar ha didrouz. [1878] [...] hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn. [1954] E wreg 'vat, ur jolfa anezhi ha gwisket Doue’ oar, ne vane ket dilavar [...]. HS. mut, sioul.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

dilavar

1659
Référence : LDJM.1 pg muet

Kollet eo bet penn e neudenn gantañ, hag ez eo chomet dilavar.

1732
Référence : GReg pg fil (Il a perdu le fil de son discours, & a demeuré court.)

Kollet eo e boell gantañ, hag ez eo chomet dilavar.

1732
Référence : GReg pg fil (Il a perdu le fil de son discours, & a demeuré court.)

chom dilavar

1732
Référence : GReg bourder (demeurer court, parlant d'un Prédicateur qui perd ses idées)

Kollet eo e neudenn gantañ, hag ez eo chomet dilavar.

1732
Référence : GReg pg fil (Il a perdu le fil de son discours, & a demeuré court.)

Dilavar e oa, pa on deuet kuit.

1850
Référence : GON.II pg dilavar (Il était sans parole, il ne parlait plus -en parlant d'un mourant-, quand je m'en suis venu).

dilavar

1850
Référence : GON.II pg dilavar (Muet, qui ne peut ou ne veut parler. Qui a perdu la parole), dilavaruz

Dilavar int o daou.

1850
Référence : GON.II pg dilavar (Ils sont muets tous les deux).

He faner ouc’h he brec’h, e chome en he sav sebezet ha dilavar. Ned ae na ne deue.

1878
Référence : EKG.II p.286

Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.

1878
Référence : EKG.II pp.76-77

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Référence : SKET p.20

Adarre en em astennas war ar maezioù diboblet ar gouelec’h gant e bradoù milvleuennek hag e goadoù dilavar hep kan evned ; hag en em vantellas gant geot ha deil glas an douar bet douret a wad ha warnañ dismantroù mogedet hag eskern gwenn o krinañ.

1923
Référence : SKET p.86

Strizh ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en ur mor a geuz, diegus d’emskeudenniñ ar pezh a oa digouezhet ha muioc’h c’hoazh ar pezh a zigouezhje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwallc’hraet ouzh an daou zoue galloudusañ a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Gouloù.

1923
Référence : SKET p.107

"amlavar" [...] (ha "dilavar" kreñvoc’h).

1923
Référence : SKET p.154 [Geriadur ar Skelta Segobrani, muet (accidentellement), sans parole, interloqué]

Sellout outañ a rejont, dilavar, o vamañ ouzh e vent kaer, ouzh kempouez reizh e holl izili, ouzh e gerc’hen gwenn ha nerzhek, ouzh sked e bennad-blev rodellaouek.

1924
Référence : SKET.II p.35

chom dilavar

1931
Référence : VALL pg bourder (rester court)

dilavar

1931
Référence : VALL Rakskrid p.XXVIII

An daou niz a chomas eta dilavar. Ne voe trouz ebet en ti. Job a selle ouzh Lom (ha vice versa) gant daoulagad du ha leun a rebechoù.

1944
Référence : ATST p.35

Reut ha sonn en e gador-vrec’h, e stage a-wechoù da zivizout ul lajadig gant Fallières en e gichen, met dilavar e veze ar peurliesañ, en ur dreiñ e lagad reuzeudik war-du an nec’h, evel pa vije bet sammet e spered gant stad e vro, pe gant e vab klañvidik, pe kerkoulz-all gant netra.

1954
Référence : VAZA p.160

E wreg 'vat, ur jolfa anezhi ha gwisket Doue’ oar, ne vane ket dilavar ; n’he devoa ket laeret he gwerzh-butun ar wrac’h ma voe bet distagellet ganti [...].

1954
Référence : VAZA p.35

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Référence : VBRU p.21

Dilavar e chom ar person, e zaoulagad stouet d'an douar.

1960
Référence : PETO p.39

Ar person -goude bezañ bet pell dilavar hag evel o tihuniñ eus ur c'housk pounner-

1960
Référence : PETO p.42

Dilavar e chome an holl skinlec'hioù kement ha degas d'o soñj e oant o-unanig-penn en digenvez.

2013
Référence : MEKAN p.38

An degouezhioù-se a zo digarezioù ouzhpenn da amprouiñ pegen pouezus eo ar c'hehentiñ dilavar da gentañ, hag ar c'hehentiñ difeuls da c'houde.

2015
Référence : DISENT p.105

Debriñ a reomp dilavar ur pennadig betek ma lak Adrianí he fourchetez war an daol en ur sellout ouzhin.

2015
Référence : EHPEA p.29

Chomet omp holl dilavar o sellout ouzh korf Demertzís.

2016
Référence : BARDF p.60

Emañ Adrianí o tebriñ he boued dilavar hag o selaou ar gaoz gant dudi.

2018
Référence : PZORN p.318

Displegañ a ran dezhe peseurt poellata eo ma hini ha gortoz ur c'hinnig met dilavar e chomont-holl.

2018
Référence : PZORN p.347

L'Office public de la langue bretonne