1. DIZEREAT OUZH UB. : diseven, divalav en e geñver.
Ne vez gantañ ger dizereat ouzh den nag ouzh loen.
2. N'eo ket dereat.
Ne gavan ket dizereat o goulenn. Dizereat e vez kavet mont en noazh dirak an holl. Hor joa bevañ n'eo ket un dra dizereat.
DHS. dizonest.
HS. amzere, dizoare.
Debret en deus an aval : / Ne vo digantañ ger dizereat / Nag ouzh den nag ouzh loen.
Debret en deus an aval : / Ne vo digantan ger dizereat / Nag ouz den nag ouz loen (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.10
dizereat
1931
Référence :
VALL
pg apprendre (mal-appris)
Nec'h hag enkrez leizh da grubuilh / Ha gwall-chalet gant an drubuilh / Pa zibabez ar wenodenn / Az sach ganti dizereat / Diwar vali veur an dlead, / Tav, eta, gant da sorodenn !
Nec'h hag enkrez leiz da grubuilh / Ha gwall-chalet gant an drubuilh / Pa zibabez ar wenodenn / Az sach ganti dizereat / Diwar vali veur an dlead, / Tav, eta, gant da sorodenn !
1960
Référence :
PETO
p21
"Petra eo ? Petra zo ? Emaoc'h holl amañ ?" eme an noter hegaset. "Direizh-tre eo, dizereat-tre : ne blijfe keet d'ho mestr."