diouer
diouer
Bez' e respontor e c'hell an diskleriadur talvezout izeloc'h ivez: marteze ez eus eno kompezennoù sersoc'h ha koshoc'h c'hoazh, peurzianav en abeg d'an diouer a sontadegoù.
Pedet e oan gant Llew Wynne da vont da Eisteddvod Liverpool, met an diouer arc'hant am dalc'has er gêr.
Roperh er Mason : "Karet eo Enez ar rod gant ma bugale hag o mignoned, ar pezh a ziskouez e kaver diouzh sour, er romant-se, ar faltazi virvidant hag ar vuhez puilh a blij d'ar re yaouank hag a ra diouer ken alies d'ar re gozh.
D’am meno, n’eo ket Kristiania par da Stokholm ; na pell ac’hane, n’eus na kaerder na meurded war he ziez hanter wenn pe louet, he savadurioù, ha zoken ar re vrasañ, an darn vuiañ anezho graet gant brikennoù – ha koulskoude n’eo ket ar vein a rafe diouer du-hont ! – hag i e-pign ouzh tor ur pikol menez evel pa vijent bet steket [sic, stoket] outañ war ar prim.
Hag a se e voemp buan lezet hon-unan, rak V.H. a yeas kuit gant al lestr kentañ evit mont etramek ar C'hongo evit tuta evidomp, hag evit re all hag a oa diouer ganto ivez.
Neuze ur familh am eus bet, meur a hini : tud a iliz, ha bremañ an Emsav, hag an arme, a oa kentoc'h ur frammadur hepken, dre ziouer a garantez.
Aet e oa an traoù difonn war-raok dre-benn da ziaesterioù a bep seurt moarvat hag a c'haller kontañ en o zouez, an diouer a arc'hant, ar vosenn, ar brezel - brezel hêrezh Breizh.
En em zibab a ra Adrianí evit na vije diouer a netra er gêr hag ivez, ouzhpenn, da beurdogañ ar bern evit prenadennoù Katerina.
Deuet e oan a-benn, goude gouzañv dioueroù hag ober labourioù degouezhel, da studiañ an henoniezh ha goude ar binvioù klev-gwel.
Bras e vo an diouer ac'hanoc'h.
Mots précédents
Mots suivants
diouerañs