Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. 1. (db. kroc'hen an dud) Hep roufenn. Un tal diroufenn. & Trl., dre fent Kofoù diroufenn : kofoù stignet tud o deus debret mat. ES. gwrac'hennet, roufennet. 2. (db. an danvez) Hep plegoù. Dilhad displeg ha diroufenn. HS. dibleg, displeg. B. Dre ast. 1. (db. gorre an dour) Hep gwag. Sioul ha diroufenn eo ar mor. Ar mor a oa diroufenn evel ur melezour. DHS. plat. HS. kompez, plaen. 2. (db. an oabl) Hep koumoul. An oabl glas ha diroufenn. HS. digatar, digoabr, digoc'henn, digoumoul. C. Dre skeud. (db. an dud, o doareoù) Eeun hag evel ma tere. Tud leal, speredoù diroufenn ha didroidell. Gwell a se d'an aotrou person ma'z eo diroufenn ha distorlok e zarempredoù gant ar maner. DHS. dereat. HS. didro, plaen. II. Adv. 1. (db. un ober) Hep skoilh, eeun. Krediñ start a c'haller ez ay an traoù en-dra diroufenn, er bloaz da zont. N'eo ket bet aet atav diroufenn al labourioù en-dro. Prezeg fraezh ha diroufenn. HS. kompez, plaen. 2. (db. un ober pe un disoc'h anezhañ) Disi. Ul labour graet dillo ha diroufenn. Komz diroufenn ur yezh.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

diroufenn

1850
Référence : GON.II.HV pg diroufen (Voyez "digriz").

un tal diroufenn he deus

1850
Référence : GON.II pg tâl

Nemet peursonn e vane o ment ha diroufenn o dremm, ha ken an diwezhañ termen e padent da vezañ skañv ha gwevn o izili ha lemm o spered.

1923
Référence : SKET p.70

An Dr Jekyll a heulie ivez ar reolenn-se ; un den e e bemont vloaz e oa, bras, korfet-mat, dezhañ un dremm diroufenn, un disterig gwidreüs marteze, hogen a ziskoueze barregezh ha madelezh

2012
Référence : DJHMH p32

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux