I. Doar./Stn.
A.
1. (db. kroc'hen an dud)
Hep roufenn.
Un tal diroufenn.
&
Trl., dre fent
Kofoù diroufenn : kofoù stignet tud o deus debret mat.
ES. gwrac'hennet, roufennet.
2. (db. an danvez)
Hep plegoù.
Dilhad displeg ha diroufenn.
HS. dibleg, displeg.
B. Dre ast.
1. (db. gorre an dour)
Hep gwag.
Sioul ha diroufenn eo ar mor. Ar mor a oa diroufenn evel ur melezour.
DHS. plat.
HS. kompez, plaen.
2. (db. an oabl)
Hep koumoul.
An oabl glas ha diroufenn.
HS. digatar, digoabr, digoc'henn, digoumoul.
C. Dre skeud. (db. an dud, o doareoù)
Eeun hag evel ma tere.
Tud leal, speredoù diroufenn ha didroidell. Gwell a se d'an aotrou person ma'z eo diroufenn ha distorlok e zarempredoù gant ar maner.
DHS. dereat.
HS. didro, plaen.
II. Adv.
1. (db. un ober)
Hep skoilh, eeun.
Krediñ start a c'haller ez ay an traoù en-dra diroufenn, er bloaz da zont. N'eo ket bet aet atav diroufenn al labourioù en-dro. Prezeg fraezh ha diroufenn.
HS. kompez, plaen.
2. (db. un ober pe un disoc'h anezhañ)
Disi.
Ul labour graet dillo ha diroufenn. Komz diroufenn ur yezh.
Nemet peursonn e vane o ment ha diroufenn o dremm, ha ken an diwezhañ termen e padent da vezañ skañv ha gwevn o izili ha lemm o spered.
Nemet peurzounn e vane o ment ha diroufenn o dremm, ha ken an diweza termen e padent da veza skanv ha gwevn o izili ha lemm o spered.
1923
Daveenn :
SKET
p.70
An Dr Jekyll a heulie ivez ar reolenn-se ; un den e e bemont vloaz e oa, bras, korfet-mat, dezhañ un dremm diroufenn, un disterig gwidreüs marteze, hogen a ziskoueze barregezh ha madelezh