Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Pleg bihan a zeu war ar c'hroc'hen, dh. war an dremm, ar gouzoug hag an daouarn. Goloet eo e dal a roufennoù. N'he deus ket kalz a roufennoù evit he oad. Kemer roufennoù. HS. kriz. 2. DOUARON. Pleg war gorre pluskenn an douar. 3. (db. ar mor) Pleg bihan war gorre ar mor diwar avel. Ne oa ket an disterañ roufenn war ar mor. HS. rizenn. 4. (db. an danvez) Pleg graet el lien. Grit ur roufenn all d'al lostenn-se.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

roufenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rides

roufenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rouffeñ

roufennoù

1850
Daveenn : GON.II pg roufen

n'he deus ket kalz a roufennoù evit he oad

1850
Daveenn : GON.II pg roufen

roufenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg groac'hen, rîd, roufen, krîz

grit ur roufenn all d'al lostenn-se

1850
Daveenn : GON.II pg roufen

roufenn

1909
Daveenn : BROU p. 416 (ne se dit que des faux plis)

Aner e vije bet dit klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmoù krizet a roufennoù, genaouioù kamm ha dizent, choukoù o krommañ dindan bouez an hirhoal, izili treuzet gant ar remm hag ar glizi, korfoù disneuziet gant labour tenn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.69-70

Ouzhpenn-se e kaver ez eo ervennet strad ar Mor Keltiat gant roufennoù skoaz-ouzh-skoaz an eil gant eben.

1943
Daveenn : TNKN p34

Tager an eoulioù du e-tal an Atlantel, Eñ eo ar gedour meur, O tislugerniñ hael, Ouzh ar sklerijenn gamm, Distaolet gant ar mor, E roufennoù marmor.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Gant he roufennoù war he dremm e hañval bezañ ouzhpenn tri-ugent vloaz.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial