Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an danvez, an dilhad) Dizober ar plegoù. & Dre ast. [1878] Ne voen ket pell evit diroufennañ va c’hordenn hag he stardañ start ouc’h unan eus gwerzhidi maen ar garidoù. HS. diblegañ, displegañ. 2. Dre ast. (db. izili an dud hag al loened) Lakaat da fiñval. Plijout a ra din mont da ober un droiad evit diroufennañ ma divesker. Ar gazeg kozh a gasot d'ar park da ziroufennañ he izili. HS. dic'hourdañ, dirennañ, divorzañ. 3. Trl. skeud. Diroufennañ an tal, an dremm : lakaat da vezañ laouen, reiñ dudi, lakaat da c'hoarzhin. O sonioù laouen a ziroufennas pep tal. HS. digrizañ. 4. Trl. pemdez Diroufennañ e deod : klakenniñ. HS. dic'hourdañ. 5. Impl. da ak. Trl. pemdez Ober un diroufennañ d'ub. : e gannañ evit e reizhañ, e gastizañ. Ez an d'ober un diroufennañ dit. HS. broustañ, dresañ. II. V.g. (db. kroc'hen an dud) Koll roufennoù. Ma c'higennoù a greñvae, ma c'hroc'hen a ziroufenne.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

diroufiennañ

1732
Daveenn : GReg pg derider (ôter les rides du front)

diroufiennet

1732
Daveenn : GReg pg derider (ôter les rides du front)

ret eo glebiañ al lien evit e ziroufennañ

1850
Daveenn : GON.II pg diroufenna

diroufennañ

1850
Daveenn : GON.II pg diroufenna

gant al levenez e tiroufenn an tal

1850
Daveenn : GON.II pg diroufenna

diroufennet

1850
Daveenn : GON.II pg diroufenna

Ne voen ket pell evit diroufennañ va c’hordenn hag he stardañ start ouc’h unan eus gwerzhidi maen ar garidoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.133

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial