I.
1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1904, 1909, 1927, 1931, 2012, 2015] Benveg metal a dalvez da lakaat gwikefre ur potailh da vont en-dro.
[1732] Alc'hwez an armel. [1732]
Faziet em eus ma alc'hwez.
[1850] Kollet em eus ma alc'hwezioù. [1850] Dianket am eus va alc'houez. [1850] Roet em eus va alc'hwez da ziverglañ. [1850] Likit an alc'hwez en dorzhell. [1850] Alc'houez a zigor pep dor.
[2012] War an daroù nepell e kavjont an alc'houez, merket dija gant ar mergl. [2015] Lakaat a ran an alc'hwez er potailh etre daou soñj, troet kentoc'h da devel ma genoù.
Alc'hwez un nor, ur c'hadranas, un arc'h, un ti. Prennañ un nor gant an alc'hwez. Lakaat an alc'hwez war an nor : e lakaat er potailh. Ober un dro alc'hwez d'an nor : ober un dro gantañ er potailh.
Ober un hanter dro d'an alc'hwez.
&
[1732, 1850] Lagad(enn) an alc'hwez : lodenn eus an alc'hwez, ront dre vras ma c'haller tapet gant e vizied hag a droer da zibrennañ ur potailh.
&
[1732] Troad an alc'hwez, [1732] gar an alc'hwez, [1732, 1850] gwalenn an alc'hwez : lodenn hir eus an alc'hwez etre e lagad hag e droad.
&
[1732] Penn an alc'hwez : ar rann anezhañ a lakaer er potailh hag a ro tu da zibrennañ an nor.
&
Paleton an alc'hwez : lodenn eus penn an alc'hwez a lak pluenn ar potailh da fiñval.
&
Un alc'hwez boutin : a c'haller dibrennañ meur a botailh gantañ.
&
Un alc'hwez toull : zo toull ar beg anezhañ.
Ar potailh-se zo un alc'hwez toull warnañ : prennet e vez gant un alc'hwez toull.
&
[1732] Toull an alc'hwez : toull graet e diabarzh gwalenn an alc'hwez, en he hed.
2. Toull an alc'hwez, an toull-alc'hwez : digor er potailh a ebarzher an alc'hwez drezañ.
&
[1931] War alc'hwez, bezañ pe serriñ war alc'hwez : a c'hall bezañ prennet gant un alc'hwez ma vez c'hoant.
Serriñ un nor, delc'her un nor prennet war alc'hwez. Un arc'h war alc'hwez
[1877] Jañ-Mari a serras warnomp dor ar c’hraou, war alc’houez, hag a yeas e-unan d’e wele, mechañs.
&
Ul lagadenn alc'hwezioù, [1732] ur c'hlavier alc'hwezioù : evit delc'her ur rumm alc'hwezioù a-gevret.
&
Un troñsad alc'hwezioù, [1732] ur c'hlavier alc'hwezioù, un duilhad alc'hwezioù : ur rumm alc'hwezioù dalc'het gant ul lagadenn, gant udb. graet evit o mirout a-stroll.
&
[1732] fals alc'hwez, eil alc'hwez, alc'hwez kuzh : eilenn eus alc'hwez bet graet dre guzh pe a-benn digeriñ ur potailh bennak dre flod.
&
KOZH
[1732] alc'hwez potailh, alc'hwez spev : alc'hwez a implijez da zibrennañ hualoù laket da dud bet kondianet ganr ar Justis.
3. (gant ur v.)
[1732] Forediñ un alc'hwez, [1732] toullañ un alc'hwez : ober anezhañ dre doullañ ar metal a ya d'ober gwalenn an alc'hwez.
4. Trl. kv. (db. an dud)
Bezañ feal evel un alc'hwez : feal-tre.
II.
A. Dre heveleb.
Benveg a dalvez da stardañ pe da zistardañ ar c'hraouennoù, ar serjantoù, h.a.
Un alc'hwez saoz : dezhañ karvanoù heloc'h a c'haller reizhañ diouzh ment ar c'hraouennoù.
&
Alc'hwez ur c'hog : pezh sanket e korzenn ar c'hog a dalvez d'e zigeriñ ha d'e serriñ.
&
Dre ast.
[1732] Alc'hwez barrikenn : tuellenn, outi ur c'hog, bet lakaet da glotañ gant tal ur varrikenn.
&
Alc'hwez ur c'hlav (sonerezh) dre c'hwezh : a dalvez da stouvañ pe da zistouvañ toulloù graet e korzenn ar c'hlav.
B.
Dre ast.
1. ADEILAD.
Alc'hwez bolz, alc'hwez ur wareg : maen, dezhañ stumm ur c'henn, lakaet e-kreiz ur volz a-benn delc'her ar mein all en o lec'h.
2. SONEREZH
Arouezenn a lakaer e deroù ur regenneg a ro da c'houzout, dre he stumm hag he lec'hiadur, anv an notenn zo a-geñver ganti.
3. Roll an holl arouezennoù, a reer ganto war ur gartenn, ur geriadur, h.a., a lakaer pep a zisplegadenn a-dal dezho.
4. [1931] Bouton pe afell a ra d'ur gwikefre pe d'ur mekanik mont en-dro.
[1931] Alc'hwez treiñ kerzh (ur mekanik da skrivañ).
5. [2015] Alc'hwez USB : gwikefre stlenn lem-laka a c'haller kargañ gant roadennoù deuet eus un urzhiataer pe kas dezhañ.
[2015] Derc'hent un darvoud meur e oa bet ul laer en ti hep na vefe freuzet netra, hag alc'hwezioù USB a oa aet gantañ tra ken...
C.
1. Krogenn-alc'hwez : potailh.
2. Beg alc'hwez : kog a zigorer hag a serrer gant un alc'hwez.
3. Spilhenn-alc'hwez : spilhenn a zalc'her serret gant ur c'hloched.
4. Maen-alc'hwez : alc'hwez bolz.
III.
Dre skeud.
1. Dre let. (db. an dud, al loened)
Gwarez mat ouzh an dud n'o deus netra d'ober el lec'h-mañ-lec'h.
Ar vaouez-se zo un alc'hwez mat en hor straed. Ar c'hi-se zo un alc'hwez war ho ti.
2. (db. obererezh an dud)
Dre doull an alc'hwez : dre un hent zo diaes-kenañ mont gantañ betek ar pal.
Ne vo aotreet da zont du-mañ nemet dre doull an alc'hwez : a-boan ma vo aotreet da zont du-mañ.
3. (db. buhez spered an dud)
Pezh a ro tu d'ub. da dizhout ar pal-mañ-pal.
Alc'hwezioù rouantelezh an Neñv. Gant an den-se emañ alc'hwez kalon an holl.
4. (db. al lec'hioù)
Lec'h a ro digor war ur vro, ur c'horn-bro.
Ar porzh-mor-se a oa neuze unan eus alc'hwezioù ar vro.
Daveenn :
GReg
pg four (Le soupirail qui est au-dessus [d]es deux pierres qui font la gueule du four.)
toull an alc'hwez
toull an alc'huéz
1732
Daveenn :
GReg
pg forure (le trou de la clef)
toullañ un alfez
toulla un alfe
1732
Daveenn :
GReg
pg forer (Forer une clef.)
forediñ un alc'hwez
foredi un alc'huez
1732
Daveenn :
GReg
pg forer (Forer une clef.)
alc'hwez barrikenn
alc'huëz-barriqeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg canelle (ou, canulle, ou fontaine. tuyau de cuivre qu'on met à un tonneau qui est en perce)
alc'hwezoù barrikenn
alc'hëzou-barriqeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg canelle (ou, canulle, ou fontaine. tuyau de cuivre qu'on met à un tonneau qui est en perce)
alc'hwez spev
alc'huëz-spéau
1732
Daveenn :
GReg
pg (la clef pour ouvrir les) entraves
alc'hwez potailh
alc'huez-potailh
1732
Daveenn :
GReg
pg (la clef pour ouvrir les) entraves
faziet em eus ma alc'hwez
fayet em es me alhuë
1732
Daveenn :
GReg
pg (j'ai) égaré (ma clef)
paleton an alc'hwez
paleton an alc'huez
1732
Daveenn :
GReg
pg (le paneton d'une) clef
gar an alc'hwez
garr an alc'huëz
1732
Daveenn :
GReg
pg (la tige d'une) clef
klavier alc'hwezioù
claouyer alc'huezyou
1732
Daveenn :
GReg
pg clavier (ce qui sert à joindre plusieurs clefs ensemble)
alc'hwez
alc'huëz
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
alc'hwezioù
alc'huëzyou
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
alc'houe
alc'houë
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
alc'houeoù
alc'houëau
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
alc'hwez
alfe
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
alfeoù
alfeau
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
alc'hwe
alhuë
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
alc'hweoù
alhüéü
1732
Daveenn :
GReg
pg clef
fals alc'hwez
fals-alc'huez
1732
Daveenn :
GReg
pg (fausse-) clef
alc'hwez an armel
alc'huëz an armell
1732
Daveenn :
GReg
pg (la) clef (de l'armoire)
fals alc'hwezioù
fals-alchuëzyou
1732
Daveenn :
GReg
pg (fausse-) clef
alc'hwez kuzh
alc'huez-cuz
1732
Daveenn :
GReg
pg (fausse-) clef
alc'houe
alc'houé
1850
Daveenn :
GON.II
pg alc'houez (Hors de Léon, alc'houé )
alc'hwez
alc'houez
1850
Daveenn :
GON.II
pg alc'houé, alc'houez (Clef, instrument fait ordinairement de fer ou d'acier, pour ouvrir et fermer une serrure, etc).
gwalenn an alc'houez
gwalen ann alc'houez
1850
Daveenn :
GON.II
pg alc'houez (La tige de la clef).
Kollet em eus va alc'hwezioù.
Kolled em eûz va alc'houésiou.
1850
Daveenn :
GON.II
pg alc'houé (J'ai perdu mes clefs).
lagadenn an alc'hwez
lagaden ann alc'houez
1850
Daveenn :
GON.II
pg alc'houez (L'anneau de la clef).
Dianket am eus va alc'houez.
Diañked am eûz va alc'houez.
1850
Daveenn :
GON.II
pg diañka (J'ai égaré ma clef).
Roet em eus va alc'hwez da ziverglañ.
Rôed em eûz va alc'houez da zivergla.
1850
Daveenn :
GON.II
pg divergla (J'ai donné ma clef à dérouiller).
Likit an alc'hwez en dorzhell.
Likid ann alc'houez enn dôrzel.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dôrzel (Mettez la clef dans la serrure).
alc'houez a zigor pep dor
alc'houez a zigor péb dôr
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg grimandel
gar an alc'houez
gâr ann alc'houez
1850
Daveenn :
GON.II
pg alc'houez (La tige de la clef).
alc'hwezioù
alc'houésiou
1850
Daveenn :
GON.II
pg alc'houez (Clef, instrument fait ordinairement de fer ou d'acier, pour ouvrir et fermer une serrure, etc. Pl.)
Teñval e oa c’hoazh ar c’hraou, pa voemp dihunet gant gwigour an alc’houez e potailh an nor ; mes kerkent ha ma voe digoret e weljomp e oa deiz bras, hag hor boa graet hor c’housk-mintin.
Tenval oa c’hoaz ar c’hraou, pa ouemp dihunet gand guigour an alc’houez e potaill an nor ; mez kerkent ha ma oue digoret e velchomp oa deiz braz, hag hor boa great hor c’housk-mintin.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.76
Goude bezañ diskouezet deomp hor c’huchenn golo, Jañ-Mari a serras warnomp dor ar c’hraou, war alc’houez, hag a yeas e-unan d’e wele, mechañs.
Goude beza diskouezet d’eomp hor c’huchenn golo, Jan-Mari a zerraz varnomp dor ar c’hraou, var alc’houez, hag a ieaz he-unan d’he vele, mechanz.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.72
N’eo ket un alc’houez hepken em boa kavet, pevar a yoa. Pehini e oa an hini mat ?
Ne ket eun alc’houez epken em boa kavet, pevar a ioa. Pehini oa an hini mad.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.121
E pelec’h edo an alc’houez ?
E peleac’h edo an alc’houez ?
1878
Daveenn :
EKG.II
p.117
Digeriñ a ris ; an nor, en ur dreiñ war he muduren, a c’hrigoñsas kement, ma rae muioc’h a drouz c’hoazh eget gwigour an alc’houez.
Digeri a riz ; an or, en eur drei var he muduren, a c’hrigonsaz kement, ma rea muioc’h a drouz c’hoaz eged guigour an alc’houez.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.124
Treiñ a ris va alc’houez ; ar gleizenn a deuas ganen, evel un dudi, war he c’hiz en ur wigourat evelato kement, ma krozas an iliz evel pa vije laosket enni un tenn fuzuilh.
Trei a riz va alc’houez ; ar gleizenn a deuaz ganen, evel eun dudi, var he c’hiz en eur vigourrat evelato kement, ma krozaz an iliz evel pa viche laosket enn-hi eun tenn fuzil.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.124
alc'hwe
alhué
1904
Daveenn :
DBFV
pg. alhué (clef)
alc'hweioù
alhuéieu
1904
Daveenn :
DBFV
pg. alhué (clef)
alc'hozioù
alc'hosiou
1909
Daveenn :
BROU
p. 202
alc'hwez
alc'hoz
1909
Daveenn :
BROU
p. 202
alc'hozoù
alc'hosou
1909
Daveenn :
BROU
p. 202
alc'hwez
alc'houez
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg alc'houez (clef)
alc'hwez treiñ kerzh
alc'houez trei-kerz
1931
Daveenn :
VALL
pg bouton (de changement de marche du ruban; machine à écrire)
war alc'hwez
war alc'houez
1931
Daveenn :
VALL
pg à2 (fermé à clef)
alc'hwez
alc'houez
1931
Daveenn :
VALL
pg bouton (mécanique)
Nann, ne deuimp ket a-benn eus hon taol, rak n’eus alc’houez ebet war an armel, ha droug a oa aet ennon.
1944
Daveenn :
ATST
p.33
Digoret he doa Palmira he sac'h-dorn, ha turlutat a rae a-zevri e-touez boestig ar bleud c'hwez[h]-vat, ar melezourig, ar vazhig ruz livañ an diweuz, an alc'houezioù, ar pochad madigoù, hag an holl velbiachoù merc'hed.
1949
Daveenn :
SIZH
p.51
Edo ar breur Arturo o verzout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ... Alc'houez ar Skiant... Alc'houez Skiant ar Vuhez... Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : hel lavaret he doa...
1949
Daveenn :
SIZH
p.64
war an daroù nepell e kavjont an alc'houez, merket dija gant ar mergl.
2012
Daveenn :
DJHMH
p. 74
Lakaat a ran an alc'hwez er potailh etre daou soñj, troet kentoc'h da devel ma genoù.
2015
Daveenn :
EHPEA
p26
Derc'hent un darvoud meur e oa bet ul laer en ti hep na vefe freuzet netra, hag alc'hwezioù USB a oa aet gantañ tra ken...
2015
Daveenn :
DISENT
p136-137
Notennoù studi
Ent reizh, diskouez a ra ar ger-mañ stummoù rannyezhel e "f" e-lec'h ar soniadoù [hv] azalek 1732. S.o. "c'hwec'h", "c'hwezh", "c'hwi", "melc'hwed", ha kement zo.
Etimologiezh
Termen predenek da dostaat d'ar c'hembraeg "allwedd" kenster gantañ.