I.
v.g.
1. [1904] Koll e skiant vat.
Amoediñ a ran burzhud.
&
Trl.
[1904] AMOEDIÑ GANT UB. : en em dommañ ouzh ub. en un doare diboell.
Neoazh, evel ma tenne d'ar gozhni, eñ a amoedas gant merc'hed a-vaez-bro.
2. (en tu gouzañv)
[1904] BEZAÑ AMOEDET GANT (UB., UDB.) : bezañ sot gant (ub., udb.).
Hag ez oc'h atav amoedet gant ar c'hoant da blijout. Amoedet on gant ar plac'h yaouank-se.
HS. gwrac'h, pitilh.
II.
v.k.e.
Lorbiñ.
Evit he amoediñ, me a gemeras un deiz e prest dilhad kaer. Ar re en em servije c'hoazh an diaoul anezho evit amoediñ ar gristenien.
HS. desev, touellañ.
III.
v. em.
1. Trl.
EN EM AMOEDIÑ OC'H OBER UDB. : aheurtiñ da ober an dra-se.
En em amoediñ oc'h esaeañ dizoleiñ traoù kuzhet.
2. Trl.
EN EM AMOEDIÑ GANT UDB. : bezañ sot gant an dra-se daoust d'an diaesterioù a sav.
Mar dalc'hit d'en em amoediñ gant ar follezhioù-se.