Koulz eus ar bloaz zo etre an hañv hag ar goañv.
D'an diskar-amzer e kouezh delioù ar gwez. E diskar-amzer ar bloaz 1936.
HS. diskar-delioù, dilost-hañv, nevezamzer.
e dezroù an diskar-amzer, e vez labour ar vendañjer
ê dezrou an discar-amser, e véz labour ar veñdager
1732
Daveenn :
GReg
pg automne (au commencement de l'automne se font les vendanges)
diskar-amzer
1850
Daveenn :
GON.II
pg dianéôst, dibenn-éost, diskar-amzer (automne, celle des quatre saisons de l'année qui est entre l'été et l'hiver), pg hañ-goañ, râzarc'h, pg skûb-deliou
Graet an eost, emañ an hañv o vont kuit, erru an diskar-amzer, bremaik emañ ar poent da zistreiñ ha da derriñ an douar evit gounit an eost nevez.
Great an eost, eman an han o vont kuit, erru an diskar-amzer, bremaik eman ar poent da zistrei ha da derri an douar evit gounit an eost nevez.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.50
Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-se klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouzh koumoul goañv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.
Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-ze klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouz koumoul goanv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.
1923
Daveenn :
SKET
p.74
Kutuilhañ a eure bleunioù an nevez-amzer, dastum re an hañv, mediñ re an diskar-amzer [.]
Kutuilha a eure bleuniou an nevez-amzer, dastum re an hanv, medi re an diskar-amzer [.]
1923
Daveenn :
SKET
p.35
Skav-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezhañ en diskar-amzer ul liv melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135.
Skao-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezan en diskar-amzer eul liou melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.75, Notenn 5
diskar-amzer
diskarr-amzer
1931
Daveenn :
VALL
pg automne
diskar-amzer
1931
Daveenn :
VALL
pg arrière-saison
D'ar mare ma ris va studioù e Roazon ne oa ket aes kaout ul labour bennak, hag e diskar-amzer ar bloaz 1936 en em gaven en entremar o klask gouzout penaos gounit ur gwennegig bennak.