Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
20
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den en deus tapet gouiziegezh digant ur mestr. An diskibl-se en deus roet e amzer. DHS. deskad, deskard. 2. Den zo a-du gant mennozhioù ha kelennadurezh ub., a glask o embreger hag o brudañ. Chom a rin diskibl feal da Rousseau. 3. Relij. Den a zesk al lezenn gristen dindan gelenn ur mestr. Un diskiblez, he anv Tabita. Gwennole hag e unnek diskibl a ziazezas kentañ manati douar Breizh. & Ent strizh Anv roet da ebestel ar C'hrist. Diskiblien hor Salver.

Skouerioù istorel : 
32
Kuzhat roll ar skouerioù

diskibl

1499
Daveenn : LVBCA p60 (disciple)

diskibl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg disciple

diskibien

1659
Daveenn : LDJM.1 pg disciple

diskibled

1732
Daveenn : GReg pg apprentif, disciple

diskouezidigezhoù hon salver d'e ziskibled

1732
Daveenn : GReg pg apparition

disgibl

1732
Daveenn : GReg pg apprentif, disciple

disgibled

1732
Daveenn : GReg pg apprentif, disciple

diskibl

1732
Daveenn : GReg pg apprentif, disciple

diskibled nevez sant Aogustin

1732
Daveenn : GReg pg Augustin (Nouveaux disciples de saint Augustin.)

filozofed divergont, diskibled da Antistenes divergontoc'h c'hoazh

1732
Daveenn : GReg pg cynique (noms de philosophes, disciples d'Antisthene)

diskibian, diskibien

1732
Daveenn : GReg pg disciple

diskebl

1732
Daveenn : GReg pg disciple

diskebled

1732
Daveenn : GReg pg disciple

An daouzek Diskibl ha tri-ugent a ioa oc'h heul hon Salver.

1732
Daveenn : GReg pg (les 72.) Disciples (de N.S.)

Diskebled Jansenius a zo douarened, nized, Kalvin

1732
Daveenn : GReg pg (les) Disciples (de Jansenius sont les petits fils de Calvin)

disgiblez

1732
Daveenn : GReg pg écoliere

Hor Salver en em ziskouezas da ziskibled Emmaüs dindan ar spes a birc'hirin.

1732
Daveenn : GReg pg figure (Notre Seigneur prit la figure de pelerin, lorsqu’il apparut aux deux Disciples d'Emmaüs.)

diskibien

1850
Daveenn : GON.II pg diskibl

diskibl

1850
Daveenn : GON.II pg diskibl

diskibled

1850
Daveenn : GON.II pg diskibl

kalz a ziskibled en devoa

1850
Daveenn : GON.II pg diskibl

Taolennet eo bet Cathba en ur skrid iwerzhonek, kant diskibl en-dro dezhañ o tiskiñ digantañ an drouiziezh ("druidechta"), D’Arbois, Introduction, p. 176.

1924
Daveenn : SKET.II p.25, Notenn (1)

E-touez an diskiblezed anezhañ, ar re vrudetañ, moarvat, eo nav merc’h Belenos.

1924
Daveenn : SKET.II p.33

Er selledoù ouzh ar ragistorvezh hag ar yezhoniezh eo e fazi peurliesañ ar skridoù savet gant diskibled Le Play, hag int ken talvoudek er feurioù all.

1924
Daveenn : SKET.II p.30, Notennoù

Ar vartoloded, en-dro d’ar wezenn-dilh, a deue da gaozeal, da brezeg, evel gwechall-gozh an dud a skiant vras war an heñchoù, war leurioù-kêr evit diskiñ d’o diskibien an traoù burzhudus a oa diwanet en o spered pe o devoa dic'hwriziennet eus hini ar re all.

1925
Daveenn : BILZ2 p.133

diskibl

1931
Daveenn : VALL pg adepte (partisan)

diskibled

1931
Daveenn : VALL pg adepte

Bourcart a soñj neuze ez eo bet kleuzet bras adarre ar c'haniennoù gant ar froudoù goude bezañ bet aloubet gant ar mor ha deuet da vezañ aberioù (gw. pennad e ziskibl Francis-Boeuf meneget uheloc'h), ar pezh a zo arvarus-tre (gw. notenn 12).

1943
Daveenn : TNKN p70

An dic'haou en deus bet eo bezañ gwelet hiniennoù eus e ziskibien gentañ o terc'hel gant an hent mat hag oc'h ober enor diwezhatoc'h dezhañ ha d'e gelennadurezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p59-60

Ret e oa gortoz ; ne oa ket deuet c'hoazh an eur din da gemerout ma renk e-touez ar pennoù ; ne oan nemet un diskibl bihan n'en doa graet netra ; n'am boa ket zoken [sic] digoret ma beg ur wech dirak ar bobl [zoken]...

1944
Daveenn : EURW.1 p72

Eno omp degemeret ouzh son an Telennoù gant an itron Gruffydd, merc’h an Telennour Dall a zeuas da Gendalc’h Keltiek Sant-Brieg e 1867, ar barzh soner Peter James, hag an Diskiblez yaouank Maggie Jones.

1944
Daveenn : EURW.1 p.118

Goude-se hor boa graet anaoudegezh gant ur C'hernevad meur, diskibl d'an tad Hayde, e anv John Hobson Matthews.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial