Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Skrid pe brezegenn ma tisklêrier udb. Setu echu an disklêriadur en doa d'ober. 2. Displegadur. Kentizh m'en doe bet an disklêriadur ez eas kuit. 3. Kuzul, kemenn. Al louzeier a ranke bezañ savet hervez disklêriadurioù ar mezeg.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

disklêriadur

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disklériadur

disklêriadur a santelezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disklériadur

disklêriadur ar mouezhioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disklériadur

Er gêr ziwezhañ-mañ e tigouezhas ganin, dre eurvad, un den kadarn ha gouiziek eus Iverio, Bituslanos e anv, a oa deut war e lestr da werzhañ aour, krec’hin ha sklaved, hag a roas din, diwar-benn e vro hag an istor anezhi, an disklêriadurioù a vezo kavet pelloc’h.

1923
Daveenn : SKET p.18

E-kerzh ar baleadennoù-se e roe an eil d’egile disklêriadurioù war hor pobloù, hor gizioù, hor c’hredennoù.

1923
Daveenn : SKET p.45

Neuze e teue Virionia wenn, Virionia gaer, en he sav a-zehou d’ar Roue, da gadarnaat diskleriadur an ene [...].

1923
Daveenn : SKET p.71

Kadarnaat un disklêriadur

1923
Daveenn : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Confirmer une déclaration".

"diskleriadur" g. [...] ; liester "-ioù".

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Éclaircissement, commentaire, explication ; renseignement ; déclaration".

"diskleriadur" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Référence ; déclaration ; renseignement ; explication".

diskleriadurioù a-berzh an Henamzer

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Les documents de l’Antiquité".

Nag an diskleriadurioù a-berzh an Henamzer, nag ar goshañ lennegezh anezho ne ro da grediñ ez oant bet, en ur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIXvet kantved, [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.24, notennoù

Evit d'ar re-mañ bezañ pell a-walc'h eus an traoniennoù dre o neuz, e vo kavet dudius marteze, kaout amañ un nebeut diskleriadurioù diwar o fenn.

1943
Daveenn : TNKN p13

Pa seller ouzh istor ar stourm evit ar brezhoneg e c'heller gwelout omp bet tro ha tro oc'h ober goulennoù pe diskleriadurioù bras, hep na vije bet cheñchet kalz an traoù.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

Pemp munut diwezhatoc'h, ma pouezit evit kaout diskleriadurioù, ho po komprenet pegen pouezus eo an holl aozoù-se.

2012
Daveenn : DJHMH p. 81

An elfennoù a oa e disklêriadurioù telloù Korasidis a oa anavezet peuzsur gant e guzulier kemedel, ar c'hemederezh ha maodiernezh an Arc'hant.

2015
Daveenn : EHPEA p84

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial