Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Tennañ diwar ur gont. Diskontet e vez kement-se diwar o c'holl. Ret eo diskontañ pouez ar sac'h. 2. JEDON. Lemel. [1732] Diskontañ tri den eus ur strollad daouzek den. 3. [1943] Ankounac'haat. Karet an holl hep diskontañ nikun. [1943] Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo. HS. disoñjal. B. 1. (db. an dud) [1732] Pareañ dre implijout bommoù kontet da vezañ hud (ha neuze plant a-wechoù). Diskontañ an dud & Diskontañ ub. diouzh un droug bnk. : lemel un droug bnk. diwar ub. dre lavaret bommoù hud. An tad-kozh a oa bet diskontet diouzh ur wenaenn. & Ent krenn Me a ziskont gant plouz kerc'h. Diskontañ a rae hep louzoù. 2. A-WECHOÙ (db. ar c'hleñvedoù) Diskontañ un droug bnk : pareañ dioutañ. Hennezh a ziskont an dra-se. C. Dre fent (db. ar c'hoari kartoù) Gounit. Div bartiad am eus diskontet diouzhoc'h : gounezet em eus daou daol kartoù a-enep deoc'h. D. Trl. Diskontañ boutonoù ub. : pouezañ da vat warnañ. II. (Mont a ra en-dro evel ur verb gwan goude "o", "da") Bezañ pareet diouzh un droug bnk dre vont davet ub. a implij bommoù kontet da vezañ hud. Me zo bet o tiskontañ : diskontet on bet. Ne c'houlle ket mont da ziskontañ : ne felle ket dezhañ mont da welet un diskonter.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

diskontañ ar werbl

1732
Daveenn : GReg pg aine

diskontet

1732
Daveenn : GReg pg decompter (deduire, rabattre), distraire (ôter, retrancher, deduire), guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte, pp.)

diskontañ gant orezonoù

1732
Daveenn : GReg pg benir (un malade, ou, une bête incommodée. Guerir par des oraisons, en vertu d'un pacte)

diskontet gant orezonoù

1732
Daveenn : GReg pg benir (un malade, ou, une bête incommodée. Guerir par des oraisons, en vertu d'un pacte)

diskontiñ

1732
Daveenn : GReg pg benir (guerir par des oraisons, en vertu d'un pacte), guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte, Van.)

diskontet

1732
Daveenn : GReg pg benir (guerir par des oraisons, en vertu d'un pacte)

diskontañ boutonoù ur re

1732
Daveenn : GReg pg (serrer le) bouton (à quelqu'un, le presser avec vigueur)

diskontet boutonoù ur re

1732
Daveenn : GReg pg (serrer le) bouton (à quelqu'un, le presser avec vigueur)

diskontañ

1732
Daveenn : GReg pg decompter (deduire, rabattre), distraire (ôter, retrancher, deduire), guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte.)

Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo, ar pezh a zo un dra bennak atav: strishaet eo evel-se tachenn an enklask.

1943
Daveenn : TNKN p63

Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto.

1944
Daveenn : ATST p.76

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial