I.
v.k.e.
1. [1960, 2015] Kas da belloc'h.
[1960] Stourmet 'm eus outo start d'ampellañ c'hoazh an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h touiñ dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.
Ampellañ an troc'hañ eus hoc'h ed.
[2015] An emvod ne c'hell ket bezañ ampellet. Ar pezh zo ampellet n'eo ket kollet.
2. (en tu gouzañv)
Bezañ ampellet : bezañ korbellet.
Ampellet eo bet ar bugel.
II.
v.g.
[1960] Daleañ.
[1960] Salver Jezuz, gant trugarez, / Hastit d'astenn nerzh Ho kwarez / War ar c'haezh-mañ d'er skoazellañ / Pe e roint, hep ampellañ, / Dezhañ, herr, ar mestaol garv / En divello ha diskaro !
Perak ampellañ atav ? Ar roue a ampelle atav : « Diwezhatoc'h, me a welo ! ».
Stourmet 'm eus outo start d'ampellañ c'hoazh an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h touiñ dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.
Stourmet 'm eus outo start d'ampella c'hoaz an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre suja d'an urz pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h toui dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.
1960
Daveenn :
PETO
p15
Salver Jezuz, gant trugarez, / Hastit d'astenn nerzh Ho kwarez / War ar c'haezh-mañ d'er skoazellañ / Pe e roint, hep ampellañ, / Dezhañ, herr, ar mestaol garv / En divello ha diskaro !
Salver Jezuz, gant trugarez, / Hastit d'astenn nerz Ho kwarez / War ar c'hêz-mañ d'her skoazella / Pe e roint, hep ampella, / Dezañ, herr, ar mestaol garo / Hen divello ha diskaro !
1960
Daveenn :
PETO
p73
An emvod ne c'hell ket bezañ ampellet koulskoude ha plegañ a ran d'an "tonkad ne c'heller tec'hel razañ"