Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Oberiadur diskuliañ udb. 2. Relij. Anadenn dreistnatur ma teu an den da zizoleiñ pe da veizañ traoù kuzh. Dre ziskuliadur Jezuz-Krist em eus resevet an Aviel. & Gwirionez diskuliet gant an anadenn-se end-eeun. Resev dre an hunvre diskuliadurioù a-berzh an anaon. & (gant ur bennlizherenn-dal) Diskuliadur sant Yann (pe dre verrdro An Diskuliadur) : al lodenn diwezhañ eus an Testamant Nevez ma kaver gweledigezhioù eus ar Baradoz. 3. (db. al luc'hskeudennerezh) Oberiadur diskuliañ luc'hskeudennoù.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Kement-mañ eo diskuilhadur an Derou, danevelladur ganedigezh ha bugaleerezh ar bed, dezrevelladur rannoù ar bed, niveradur oadvezhioù ar bed, evel m’em eus, me Segobranos, mab Segomaros, her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Daveenn : SKET p.26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial