Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Lakaat da vezañ disleber. Piv en deus disleberet ho tremm gaer ? Mar fell deoc'h adlavaret ma danevell, ez oc'h gouest d'he disleberiñ. & (en tu gouzañv) Ken disleberet eo gant e gleñved m'o deus poan ouzh e anaout. 2. Dont da vezañ disleber. & Mont war zisleberiñ : dont da vezañ disleber. II. V. em. EN EM ZISLEBERIÑ : dont da vezañ disleber. Dre e bec'hed en doa en em zisleberet.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

disleberiñ

1732
Daveenn : GReg pg avilir (s'avilir, se rendre meprisable)

disleberet

1732
Daveenn : GReg pg avilir

ma na likit evezh, an dra-se ho tislebero

1850
Daveenn : GON.II pg dislébéri

an davantegezh na zisleber den

1850
Daveenn : GON.II pg dislébéri

disleberiñ

1850
Daveenn : GON.II pg dislébéri

disleberet

1850
Daveenn : GON.II pg dislébéri

disleberiñ a ra bemdez

1850
Daveenn : GON.II pg dislébéri

Pa n’o doa ken a saout, bevañ diwar gig gouez, gwrizioù ha frouezh a rankjont ober, a-skign amañ hag ahont dre diegezhioù kevre ebet kenetrezo ; war zisleberiñ ez ejont gant an dienez, oc’h ankounac’haat tamm-ha-tamm kement o doa desket digant o zadoù, kement a oa bet kelennet dezho gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.86-87

Daoust pe aon a oa na zisleberje an traoù gant glebor diwar ar c’hoadoù tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennoù, magañ tan war an oaled a raed dibaouez.

1923
Daveenn : SKET p.64

Hag an neb a ya en o c’hevret pe a vev en o annez, disleberet e vezo ken na zeuio, abred pe ziwezhat, da vezañ heñvel outo (1) !

1924
Daveenn : SKET.II p.28

disleberiñ

1931
Daveenn : VALL pg abatardir, (s')abatardir (fig.), altérer (modifier, surtout en mal)

Ur boblad tud speredek ha neuziet kaer eo, daoust ma lavarer ez eo aet kalz war zisleberiñ dre vezañ bet re bell amzer e darempred gant Europiz.

1985
Daveenn : DGBD p39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial