1. Gwechad dislonkañ.
&
Danvez taolet en ur wechad dislonkañ.
Ar c'hi a zistro d'e zislonkadennoù.
2. Ent strizh (db. ar menezioù-tan)
Gwechad teuler danvezioù volkanek.
Dislonkadennoù kreñv zo bet er menez-se e penn kentañ ar c'hantved.
&
Danvez taolet gant un menez-tan.
N'eo ket peurvarv c'hoazh nerzh diabarzh an douar war ar frailh-se, ha dislonkadennoù kreñv a-walc'h a zo bet c'hoazh e Menez Kameroun e 1909 hag e 1922.