Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. soc'h un arar) Dont er-maez eus an douar. B. Dre ast. 1. Dont er-maez eus ul lec'h bnk. Disoc'h a reas ag ar c'hoad. & Dre skeud. Disoc'h a : dont er-maez eus. Ar gerioù a lavaran a zisoc'h eus ma beg hep dont eus ma ene. 2. Echuiñ. Pa zisoc'has al lid. 3. Disoc'h e, àr, gant : erruout e. Disoc'het e oant e kêr. Pa zisoc'her àr ar blasenn. Ha kentizh evel m'o gwel o tisoc'h gant an hentig bihan. C. Dre skeud. 1. Pareañ. Disoc'h ag ur c'hleñved. 2. Disoc'h da benn : dont a-benn. Mar disoc'homp da benn ez eo dezhañ e vimp dleour. & Trl. Disoc'homp d'ar penn, betek ar penn : deomp betek penn. 3. Disoc'h gant udb. : dont a-benn eus udb. Ober traoù ha ne gred ket ez eus tu dezhañ da zisoc'h ganto. II. V.k.e. 1. Echuiñ, kas da benn. Lez ac'hanon da zisoc'h ma labour. 2. (en danevellañ dieeun) [2015] Lavaret udb. war un ton krenn. « Bandenn tud fallakr ! » a zisoc'has-eñ. III. V.k.d. Astenn e zomani war hini ub. all. Disoc'hañ àr ub. IV. (impl. dirak un av. degaset gant an ar. da) Echuiñ. Poent disoc'h d'ober se !

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

disoc'hañ

1931
Daveenn : VALL pg aboutir (affaire)

disoc'hañ diouzh

1931
Daveenn : VALL pg achever

"Hag e fell din bezañ kelaouet ganit dizehan." "Evel atav." "An 'evel atav' a zo un dic'harvad," a zisoc'h din, droukrañs ennañ.

2015
Daveenn : EHPEA p371

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial