Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Diwriziennañ ur blantenn, tennañ ur blantenn eus an douar. Displantañ gwez. & Dre heveleb. Displantañ blev. 2. Tennañ, diframmañ udb. diouzh al lec'h ma oa bet plantet, sanket. Displantañ tachoù. ES. plantañ. 3. Displantañ gevier : lavaret gevier. Abalamour d'ar c'harradoù gevier am eus displantet dezhañ. Gevier disparoc'h am eus displantet meur a wech. [1944] « C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. » HS. kontañ, livañ, troadañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

displantañ

1499
Daveenn : LVBCA p61 (esrachier)

displantañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg arracher, deplanter

displantet

1732
Daveenn : GReg pg demonter (faire perdre pied), deplanter

displantet eo bet

1732
Daveenn : GReg pg (il a eu du) dessous (en cette affaire)

displantañ

1732
Daveenn : GReg pg demonter (faire perdre pied), deplanter

E meur a vro marteze [ez] eus bet dibennet muioc’h a dud eget e Breizh-Izel, mes n’eus bro ebet hag a ve bet graet enni kement evit displantañ ar relijion eus a galon an dud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.156

Alanig al Louarn n’en doa ket e bar da livañ gevier fin, ha Job ar Bleiz da zisplantañ gevier gros.

1944
Daveenn : ATST p.8

« C’hoarezed », eme Lom, « n’eo ket brav d’ur breur displantañ gevier dezho. » — « Padal ur vamm », eme Job, « a gred gwall alies gaou bras ha gaou bihan he mab. »

1944
Daveenn : ATST p.72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial