Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh disrannañ. [1954] Pa loc’has hor skouadrenn eus Toulon, bez’ oa ganimp un aluzener, met ul lajadig kent teurel eor e Dakar, setu ma voe degemeret e Pariz gant an div gambr, hag embannet a-dizh urbi et orbi al lezenn a reas kement a drouz, Disrann an Iliz hag ar Stad, en doare ma rankas hor beleg sachañ gantañ e skasoù. 2. (db. an dud) Diemglev, dizunvaniezh. Terriñ un dimeziñ goude daou vloaz disrann. Lakaat disrann etre an dud. Ne vo ket a zisrann etrezomp.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

disrann elfenn

1931
Daveenn : VALL pg atome (philos.)

Pa loc’has hor skouadrenn eus Toulon, bez’ oa ganimp un aluzener, met ul lajadig kent teurel eor e Dakar, setu ma voe degemeret e Paris [sic, Pariz] gant an div gambr, hag embannet a-dizh urbi et orbi al lezenn a reas kement a drouz, Disrann an Iliz hag ar Stad, en doare ma rankas hor beleg sachañ gantañ e skasoù.

1954
Daveenn : VAZA p.97

Degas a ray disrann etre an dud, traoù a vo komprenet a-dreuz, hag all, hag all...

2015
Daveenn : DISENT p25

Ma chomit difeuls ha ma tiskouezit bezañ prest da selaou an dud e lakafet disrann etre hoc'h enebourien : ar re wanañ az ay a-enep ar re re bennekañ, ar re onestañ a-enep ar re all...

2015
Daveenn : DISENT p106

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial