Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Kemm udb. war wazh, e lakaat da goll e neuz reizh, e berzhioù natur. Ur sonaozour a gempenn tonioù pobl hep o distresañ. Arabat distresañ ar wirionez. Pleustriñ re sportoù zo a c'holl distresañ ar c'horf. 2. Ober ma ne vo ket anavezet udb. ken. Ar yezh-se he deus amprestet kalz gerioù digant yezhoù all hag o distreset. HS. distummañ. 3. (db. izili ar c'horf) Gweañ. Distreset en deus e droad. 4. Direnkañ. Petra ! dont da'm distresañ p'emaon o tebriñ ! II. V. em. EN EM ZISTRESAÑ : kemm neuz, stumm, war wazh. Pa ne vezont ket komzet e teu ar yezhoù d'en em zistresañ.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

distresañ

1931
Daveenn : VALL pg altérer (modifier, surtout en mal)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial