Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. (db. an dud, an traoù) [1732, 2012] Lakaat (udb., ur perzh bnk.) dindan arnod evit gwiriañ e dalvoudegezh. [1732] Amprouet-mat. [2012] Meur a skoliad o doa amprouet o c'hontilli war ar moulurennoù. [2015] An degouezhioù-se a zo digarezioù ouzhpenn da amprouiñ pegen pouezus eo ar c'hehentiñ dilavar da gentañ, hag ar c'hehentiñ difeuls da c'houde. 2. Dre skeud. (db. an dud) Lakaat ub. da gaout gwall ziaezamantoù evit dont a-benn da c'houzout pe demz-spered en deus. Graet o deus an dra-se evit ma amprouiñ. & (en tu gouzañv) Amprouet on bet gant an darvoudoù-se. 3. [1732] Prouiñ, degas ur brouenn eus ur fed ma reer anv anezhañ. [1732] Amprouet krim warnezhañ. [1732] Amprouet-mat. [1732] Mibiliezh amprouet-mat

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

mibiliezh amprouet-mat

1732
Daveenn : GReg pg filiation (Filiation prouvée par des actes autentiques)

amprouet krim warnezhañ

1732
Daveenn : GReg pg atteint (atteint, convaincu d'un crime)

amprouet mat

1732
Daveenn : GReg pg acide, aigret, authentique (qui merite que l'on y ajoûte foi)

amprouv

1732
Daveenn : GReg pg éprouver (experimentre, essaïer)

amprou

1732
Daveenn : GReg pg éprouver (experimentre, essaïer)

Rust an amzer, gros ar mor, pa ranke ar Gwennili loveal en antre ar porzh, evit amprou ar paotr, e batron a fizie ennañ ar varrenn stur.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

Koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol. Kloc'herion a repue er gognell, hag a skrabe sklosoù ouzh ar panelloù ; bugale a zalc'he o stal war an diri ; meur a skoliad o doa amprouet o c'hontilli war ar moulurennoù.

2012
Daveenn : DJHMH p11

An degouezhioù-se a zo digarezioù ouzhpenn da amprouiñ pegen pouezus eo ar c'hehentiñ dilavar da gentañ, hag ar c'hehentiñ difeuls da c'houde.

2015
Daveenn : DISENT p105

Notennoù studi

N'ouzer ket pe e teu ar ger-mañ eus ar galleg "éprouver" pe eus "approuver". An daou c'her a c'hall bezañ kemmesket zoken. An "m" epentetek a zo diouzh doare ar predeneg a-raok ur son diweuz evel a glever a-wechoù e "neblec'h" [nim'blex].

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial