Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Arouez a laka da soñjal emañ an dra-mañ-tra o vont da c'hoarvezout. Ditour zo eus un eost mat. DHS. sin. 2. (db. an dud, an traoù) Tra a glasker gouzout, a roer da c'houzout db. ub., udb. Karget eo da reiñ ditour dezhañ eus ar veleien evit ma vint kaset da Vrest. DHS. keloù, roud, stlenn. 3. Trl. Klevet ditour eus udb., ub. : klevet anv anezhañ. Ar re a yae da redek hent evel-se o deveze klevet a-raok ditour eus an ti. DHS. meneg. II. G. A. 1. Arouez, tra a ro tu d'ub. da c'houzout hiroc'h war tra pe dra. Bageal a rejont da welet ha kavout a rajent ur roud, un ditour bennak eus ar vag vihan. Ditouroù e oant o klask. DHS. anad, ardremez, merk, ster, tres. 2. Tra a roer da c'houzout d'ub. a-benn heñchañ e obererezh, e breder war du pe du. Reiñ un ditour diwar-benn ar pezh a vo da ober evit he c'haout. DHS. stlenn, stlennadur. 3. (db. an traoù a lakaer ar gaoz warno) Anv. N'eus ditour ebet da se. B. (e troiennoù zo) Krennlavar, lavared. Hervez an ditour. «Dorn leun, diogel e berc'henn» a lavar an ditour.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit kaout titouroù, skrivañ da S.A.E., Rann ar Stajoù, 4 straed Sant Vazhe, 29000 Kemper.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

En estrenvan varvus m'emañ va spered, em eus aon spontus da reiñ ditouroù fall deoc'h

2012
Daveenn : DJHMH p. 80

Deuet on d'ho kwelout koulskoude e ken kaz ma c'hellfec'h reiñ din un nebeud ditouroù hollek.

2015
Daveenn : EHPEA p42

Gant an titouroù bet dastumet war an dachenn e vo tu da sevel ur raktres gwirheñvel d'an obererezh.

2015
Daveenn : DISENT p73

Ne dalvez ket ar boan reiñ titouroù dezhe evit ma vefent droukimplijet a-enep ar stourm.

2015
Daveenn : DISENT p124

Kalon o micher eo sevel a-du gant ar stourmerien, diskouez bezañ intereset gant o stourm, reiñ mel dezhe ha dizramaekaat an traoù kuit na vefec'h [deoc'h da vezañ] war evezh ha gallout rastellat titouroù neuze...

2015
Daveenn : DISENT p145

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial