Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'eo ket bet mac'hagnet. Distroet eo eus ar brezel bev ha divac'hagn. Brav eo d'an hini zo yac'h ha divac'hagn. 2. Dre ast. Yac'h. Ha pare eo ? Emañ divac'hagn adarre. En un taol e teuas da vezañ sonn, eskuit ha divac'hagn. [1878] [...] evit m’hen diwallo e pep lec’h, dioc’h pep droug, ha m’hen digaso d’ar gêr, ar c’hentañ ar gwellañ, yac’h ha divac’hagn ? [1924] c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn HS. diampech, dibistig.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

divac'hagn

1732
Daveenn : GReg pg (qui n'est en rien) estropié

divac'hagn, a gorf hag a spered

1732
Daveenn : GReg pg exemt (de tous défauts corporels & spirituels)

divac'hagn

1850
Daveenn : GON.II pg divac'hañ (Qui n'est ni estropié, ni mutilé. Bien venant. - Sain. Dispos. HV.), divañ, mac'hañ

Bugale divac'hagn o deus.

1850
Daveenn : GON.II pg divac'hañ (Ils ont des enfants bien venants).

Plac’hed yaouank, ha ne roit-hu ket d’ho preur, a-raok kuitaat ti e dad, me[d]alenn ar Werc’hez Vari, evit m’hen diwallo e pep lec’h, dioc’h pep droug, ha m’hen digaso d’ar gêr, ar c’hentañ ar gwellañ, yac’h ha divac’hagn ?

1878
Daveenn : EKG.II p.196-197

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial