Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Na c'hall ket mervel. Meuriad gwenvidik ar re zivarvel. 2. Na c'hall ket mont da netra. Divarvel eo ar justis. Un testeni divarvel eus trivliadoù e galon. DHS. peurbadus.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

War a leveront, daou vugel uhel eus meuriad gwenvidik ar re-Zivarvel, an daou ma sked evel regez-tan ar c’huchennadoù-blev lugernus anezho e-kreiz bodad an doueed e Dêvobriga (kreñvlec’h an doueed), — anvet em eus Lugus ha Belisama, — a weladennas meur a wech diskennidi Manos ha Bena en o c’hoadoù, hag o c’helennas war veur a dra.

1923
Daveenn : SKET p.58

Droukfinvezh ra vo d’az puhez, dinac’het gant da holl dud, dilezet gant an doueed, dilezet gant Teutatis, milliget gant an doueed divarvel, milliget gant an dud varvel !

1923
Daveenn : SKET p.84

divarvel

1924
Daveenn : SKET.II p.125 « Geriadurig », "Immortel (de nature)".

Ma lennadurioù a zeue d'am spered, rak dre guzh em boa lennet Alfred de Musset ha Lamartine ; lennet em boa 'Marie', barzhoneg divarvel Brizeug ; evidon, ur barzh a ranke kaout un dousig da ganañ ; ne soñjen ket n'em boa nemet 16 vloaz hanter

1944
Daveenn : EURW.1 p45-46

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial