Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lamet e vec'h diwarnañ. Divec'h eo ar marc'h bremañ. 2. Hep bec'h, hep karg warnañ. Hemañ zo chomet divec'h a-hed ar veaj. 3. Dre skeud. (db. an dud) Aet ar bec'h (I B 1), an enkrez, ar boan dioutañ. Divec'h eo e galon. Divec'h a boan eo. HS. didrubuilh, seder. 4. (db. ar boued) Na stambouc'h ket. Boued divec'h d'ar c'horf, d'ar galon. HS. skañv. ES. bec'hius, kargus, pounner, stambouc'hus, stomogus.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa blad un dolzennad evel-se dindan pouez ar skorn, ez eo anat e teu bec'h war al lodennoù a zo chomet divec'h pe sammet nebeutoc'h er c'hostezioù, evel pa lakaer ur maen war ur wastellad pri gwak ez eo techet an troioù da frailhañ ha da faoutañ.

1943
Daveenn : TNKN p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial