Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Kozh Skuizhañ. Birviken ne zivian. 2. Dont da vankout. Deuet e oa hor bitailh da ziviañ. II. V.k.e. 1. Rouez (db. ar pourvezioù, h.a.) Kas da netra. Edo ma zud o tiviañ ar pezh a chome a zanvez. 2. (en tu gouzañv) Kastizet. Diviet eo ma c'horf gant an naon. Diviet gant ar gozhni.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Nemet bravoc’h eo c’hoazh an douar-mañ : douar ar Sklaerder n’hall ket diviañ, ar Gened n’oufe gwenviñ, ar Yaouankted peurbad, ar Vuhez diziwezh, an Hañv dibaouez !

1923
Daveenn : SKET p.73 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 73, lin. 10 kent an dibenn, e lec’h « divia » lenn « divïa »").

Bez’ e tisleberas evel-se ar ouenn rik a-nebeudoù ; hag int trec’h dre an armoù en emgannlec’h war an estren, e voe ar broadoù-se peuroget ganto, e-kreiz peoc’h, a-benn un nebeud rummadoù ; e voe peurgollet an neuz-korf ha peurziviet ar gwad anezho, ken na vanas tra diouto.

1923
Daveenn : SKET p.89 (+p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 89, kenta[ñ] dilinenna[ñ], eil lin. kent an dibenn, e lec’h « peurziviet » lenn « peurzivïet »").

He c’hoarezed, avat, a gavas diviet-holl gant ar glac’har hag ar veilhadenn m’oant o paouez ren.

1923
Daveenn : SKET p.110

diviañ

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Epuiser".

un dro bennak e tivias an danvez

1931
Daveenn : VALL pg arriver

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial