Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Tennañ blev (eus). Al louarn ne c'hallas en em dennañ eus a-zindan o skilfoù nemet pa voe bet divlevet e groc'hen war meur a dakad. Emañ o tivleviñ he divesker. & GWECHALL Divleviñ amanenn : tennañ ar blev saout eus an amanenn. DHS. peliat. 2. V.g. Koll blev. Krog out da zivleviñ. Palastr mat evit divleviñ pe evit lakaat ar blev da gouezhañ. Korf bras ar c'hañval a oa o tivleviñ a-dakadoù. HS. disvleviñ.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

divleviñ

1499
Daveenn : LVBCA p62 (oster de poill)

divleviñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (oster le) poil

divleviñ

1699
Daveenn : Har. pg dister

divleviñ un dra

1732
Daveenn : GReg pg effleurer (une matiere, n'en parler que superficiellement)

divleviñ an amann

1732
Daveenn : GReg pg (oter le poil du) beurre

palastr, pe louzoù evit divleviñ, evit lakaat ar blev da gouezhañ

1732
Daveenn : GReg pg depilatoire (emplâtre, ou drogue pour faire tomber le poil)

zivlevet

1850
Daveenn : GON.II pg divlevi

Al louzoù-se a zo mat evit divleviñ.

1850
Daveenn : GON.II pg divlevi (Cette recette est bonne pour faire tomber le poil).

Divlevit mat an amann.

1850
Daveenn : GON.II pg divlevi (Ôtez bien le poil qui se trouve dans le beurre.)

disvlevañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disbléva

divleviñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disbléva

divleviñ

1850
Daveenn : GON.II pg divlevi (Dépiler, arracher ou faire tomber le poil, les cheveux), pelia

Etimologiezh

Termen savet gant ar rakget "di-", an termen "blev" hag an dibenn-verb "-iñ".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial