Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Paouez a vorediñ, dont dihun mat. Poan en deus o tivorediñ. [1985] Diouzh ma gwele, dindan an deltenn, e klevan, pa zivoredan, an tonioù o sevel hag o c'hwezañ. DHS. divorfilañ. II. V.k.e. 1. Lakaat da baouez a vorediñ, dihuniñ da vat. [1878] En un taol, e-pad ma peden Doue evito-holl, ar vouezh klemmus ha truezus am boa klevet c’hoazh a gave din a yoa trouz aezhenn an avel o vont dre ar gwez-derv, a deuas adarre evel d’am divorediñ. 2. Dre skeud. Reiñ lusk da. Mat eo an dra-se da zivorediñ ar spered. Grit ur pennadig bale war ar blasenn evit divorediñ ho kwad. HS. dihuniñ, divorfilañ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

divorediñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg desendormir

divorediñ

1732
Daveenn : GReg pg desassoupir

zivoredet

1732
Daveenn : GReg pg desassoupir

divorediñ

1850
Daveenn : GON.II pg divôrédi, divôrrédi

divoredet

1850
Daveenn : GON.II pg divôrédi, divôrrédi

divoredet

1850
Daveenn : GON.II pg divôrédi, divôrrédi

an dra-mañ a zo mat da zivorediñ

1850
Daveenn : GON.II pg divôrédi, divôrrédi

poan en deus o tivorediñ

1850
Daveenn : GON.II pg divôrédi, divôrrédi

divorediñ

1850
Daveenn : GON.II pg divôrédi, divôrrédi

En un taol, e-pad ma peden Doue evito-holl, ar vouezh klemmus ha truezus am boa klevet c’hoazh a gave din a yoa trouz aezhenn an avel o vont dre ar gwez-derv, a deuas adarre evel d’am divorediñ.

1878
Daveenn : EKG.II p.45

divorediñ

1931
Daveenn : VALL pg assoupi

Ne 'm eus ket amzer, o vezañ ma rankan kendelc'her en deiz war lerc'h gant va labour da chom eurvezhioù-pad da arvestiñ ouzh an dañsoù ; ha diouzh va gwele, dindan an deltenn, e klevan, pa zivoredan, an tonioù o sevel hag o c'hwezañ, hag an treidi o skeiñ war al leurenn.

1985
Daveenn : DGBD p74

Divoredet on bet gant an emvod ha kalz gwelloc'h en em gavan.

2015
Daveenn : EHPEA p91

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial