Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Dihuniñ, paouez a gousket. Seizh eur e oa pa zivorfilas eus e hun. Ar spont en rentas ken trubuilhet, ma tivorfilas neuze-souden eus e gousk. Kerkent ha ma teu tomm an heol e tivorfil an naered. DHS. divorediñ. 2. Dre ast. Dont e-barzh, disemplañ. An den gouez am boa diskaret ne oa ket marv ; abafet ne oa ken hag edo o tivorfilañ. Hag e chomas eno, semplet ; an trouz el lakaas da zivorfilañ. Er c'heit amzer-se e tivorfilas ar c'hlañvour. HS. diabafiñ, divatorelliñ. 3. Dre skeud. Paouez a vezañ vak, kregiñ da vezañ oberiant. Setu amañ tud Aoste o tivorfilañ ; komz a raint galleg hiviziken, emezo, hep aon da feukañ den. HS. dihuniñ. & (db. ar plant) Eginañ. Emañ e biz bihan war-lerc'h ; e biz ne zivorfilont ket. HS. diwanañ. II. V.k.e. 1. (db. an dud) Broudañ, lakaat da vezañ oberiant. Pa vez ar vugale er skol, ret eo o divorfilañ. HS. dihuniñ. 2. (db. ar spered) Broudañ, lakaat (mennozhioù) da sevel. Kement-se ne c'hall nemet divorfilañ ar spered-bro en hon touez. Dimp-ni eo divorfilañ koustiañs an tadoù a dro da vorgousket. HS. atizañ, broudañ, c'hwezhañ, dihuniñ, enaouiñ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

divorfilañ

1732
Daveenn : GReg pg eveiller

An trouz eus ar soudarded her lakaas da zivorfilañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.41

AR PERSON -o tivorfilañ-

1960
Daveenn : PETO p43

A-greiz-holl e tivorfil ar person hag ec'h anavez ar c'hure.

1960
Daveenn : PETO p81

Ha pleg-mor Biskaya a fell dezhañ, evit doare, diskouez din n'eo ket bet laeret gantañ ar vrud fall en deus ha n'emaon ket kaer war va zu pa zivorfilan em gweleig.

1985
Daveenn : DGBD p10

Gant he respont ez eo divorfilet ma spered.

2015
Daveenn : EHPEA p78

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial