1. (db. an dud, an ensavadurioù)
Na ra ket gant ar brezhoneg.
Ur Breizh-uheliad divrezhonek. Bugale zivrezhonek. Mont d'ur skol zivrezhonek.
2. (db. ar gerioù, ar fedoù yezh)
Na denn ket d'ar brezhoneg.
Un anv den divrezhonek.
3. (db. ar brezhoneg)
Dre ast., dre zismeg.
Direizh e-keñver reolennoù boas ar brezhoneg.
Gerioù divrezhonek ha savet fall.
Stagañ ’ris war al labour, hag en nebeut amzer am boa savet « Ar Bourc’hiz lorc’hus », en tri arvest, kontadenn un aotrou divrezhonek, dezhañ ur verc’h da zimeziñ, hag a gav gwell he reiñ d’un estren pinvidik eget d’un amezeg breizhat.
Staga ’ris war al labour, hag en nebeut amzer am boa savet « Ar Bourc’hiz lorc’hus », en tri arvest, kontadenn eun aotrou divrezonek, d’ezañ eur verc’h da zimezi, hag a gav gwell he rei d’eun estren pinvidik eget d’eun amezeg breizat.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.99
Da bep hini e labour: distaliañ ar panelloù divrezhonek, tennañ poltredoù, ingalañ traktoù...