diwelus
diwelus
Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel-krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg [sic], a delenn [sic], dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel…
Ha koulskoude sed amañ un draig hag e vefe mat kelenn da bephini [sic, bep hini], ha zoken d’ar jeneraled : Bez’ ez eus un neudenn diwelus o stagañ pep tra ar bed-mañ an eil ouzh egile e doare ma n’hell den moustrañ ur geotenn er prad hep gloazañ marteze ur steredenn gaer e pell-pellañ an neñvoù…
Displegañ a ra C'homatas d'e gendivizer diwelus penaos e fard moulladennoù savadur Filopappou.
Er c'hontrol, ma ne oar ket an dud ez eo ur pezh-c'hoari -krediñ a reont eo ar wirionez... da skouer, c'hoari harzadeg un den dibaper e-barzh un ti-gar, gant stourmerien o c'hoari ar boliserien ha lod all hini [sic] an dud dibaper- e vez graet "c'hoariva diwelus" deus an dra-se.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
diwelusted