I.
H.g./H.b.
1. [1931, 1985] Rann eus an amzer, enebet ouzh an amzer-dremenet hag an amzer-da-zont, en em lec'h ar c'homzer enni.
[1931] En amzer-vremañ. [1931] An istorvezh, Henamzer, Krennamzer hag Amzer-vremañ. [1985] Mirout evit ar rummadoù da zont un darn eus pinvidigezhioù an amzer-vremañ. En amzer-vremañ e veajer buanoc'h eget gwechall.
2. Dre ast.
[1931] Hollad an darvoudoù zo anezho er rann amzer-se.
Hennezh n'eo chalet nemet gant an amzer-vremañ.
II.
H.g.
YEZHAD.
[2015] Hollad ar furmoù verb a dalvez da verkañ eo lec'hiet ar stad, an ober a zaneveller en ur prantad a vremañ.
[2015] Mont a ra gant froud he eñvor ha komz en amzer-vremañ eus he fried bet evel pa vije bev atav.
Bez' eo an amzer-vremañ unan eus amzerioù pennañ an doare disklêriañ.
&
(impl. da anv unan)
Enebet e vez daou amzer-vremañ an eil ouzh egile : an amzer-vremañ eeun ouzh an amzer-vremañ kevrennek.
En un tu emañ doueed ar Sketla gant gwellañ kelennerien hon amzer-vremañ evit pellaat diouzh ar re a venn broudañ ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg.
En eun tu eman doueed ar Sketla gant gwella kelennerien hon amzer-vreman evit pellaat diouz ar re a venn brouda ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.20
Gerioù-etre d’an amzer-vremañ eo ez int, tennet eus *segu « e tiraezan, e c’hounezan », *mogu « e vrasaan ». Nodons (tro-c’henel Nodontos) a zo ivez anezhañ ur ger-etre a dalveze, gwirheñvel, kement hag « an hini a binvidika » pe « donezoner ar pinvidigezhioù » (Rhys, Celtic Heathendom, p. 128).
Geriou-etre d’an amzer-vreman eo ez int, tennet eus *segu « e tiraezan, e c’hounezan », *mogu « e vrasaan ». Nodons (tro-c’henel Nodontos) a zo ivez anezan eur ger-etre a dalveze, gwirhenvel, kement hag « an hini a binvidika » pe « donezoner ar pinvidigeziou » (Rhys, Celtic Heathendom, p. 128).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.42, Notenn 1
An istorvezh, Henamzer, Krennamzer hag Amzer-vremañ
An Istorvez - Hen-amzer, Krenn-amzer hag Amzer-vremañ -
1931
Daveenn :
VALL
Levrlennadur p IX
en amzer-vremañ
en amzer vremañ
1931
Daveenn :
VALL
pg actuellement
Hag en dachenn bet dilezet ned eo ket hepken diskar eo e reer bremañ, hogen ivez hadañ, studiañ kresk ar gwez, da glask an tu da virout evit ar rummadoù da zont un darn eus pinvidigezhioù an amzer-vremañ.
Hag en dachenn bet dilezet ne deo ket hepken diskar eo e reer bremañ, hogen ivez hadañ, studiañ kresk ar gwez, da glask an tu da virout evit ar rummadoù da zont un darn eus pinvidigezhioù an amzer-vremañ.
1985
Daveenn :
DGBD
p108
Mont a ra gant froud he eñvor ha komz en amzer-vremañ eus he fried bet evel pa vije bev atav.