Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an traoù) Laosk, na zalc'h ket mat. Un dant dizalc'h. ES. difiñv, diloc'h, stabil. 2. N'eo ket solut, hep dalc'h ennañ. 3. Dre skeud. (db. an dud) Hep dalc'h, digalon. Abalamour ma'z oc'h dinerzh ha dizalc'h eo ez oc'h stlabezet gant an avelioù enep. Komzoù dizalc'h : hedro, n'int ket mennet start. ES. dalc'hus, youlek. II. 1. (db. an traoù) N'eo dalc'het gant netra. Ur rod dizalc'h. 2. Ent strizh (db. an dud, ar broioù, h.a.) Dieub. Ur bobl, ur vro, inizi, Stadoù dizalc'h. Bezañ dizalc'h. Deuet int da vezañ dizalc'h ouzh o zrevadennerien. 3. Yezhad. Termen a dalvez da zezverkañ ar gerioù, an unvezioù prezeg a c'haller implijout o-unan evit diogeliñ udb., evit respont d'ur goulenn. Ul lavarenn dizalc'h : a c'haller implijout he-unan evit diogeliñ udb. Raganvioù gour dizalc'h : a c'haller implijout o-unan evit respont d'ur goulenn. ES. dalc'het.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

dizalc'h

1931
Daveenn : VALL pg absolu (qui ne dépend de rien, sans limite, condition, etc.), (pouvoir) arbitraire

beli dizalc'h

1931
Daveenn : VALL pg absolutisme, (pouvoir) arbitraire

Gouez dezhañ, "aod Azia ar Reter n'eus ket anezhi ur rummad aradennadoù dizalc'h o vont tre er mor, hogen kentoc'h un digengejadur ramzel eus Eurazia en he ledander a-bezh; tamm-ha-tamm ez a war zistardañ kenstrolladoù roufennoù, hag a zo gwasket strizh an eil ouzh egile e diabarzh an Douar-Bras, hag o lakaat da sevel eno torosadoù menezioù ken kreñv ha ken uhel all."

1943
Daveenn : TNKN p87

Koulskoude, pep hini a oa dizalc’h evit ‘pezh a sell ouzh ar gredenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

Nag a bet baleadenn hon eus graet hon-daou en-dro da Sant-Brieg, d'abardaez ar Sulioù dizalc'h...

1944
Daveenn : EURW.1 p55

Abaoe 1956 eo deuet ar Marok da vezañ ur vro zizalc'h, hag unanet eo bet an div rann, an hini a oa dindan gwarez ar Frañs hag an hini a oa dalc'het gant ar Spagn.

1985
Daveenn : DGBD p14

Bet e oa bet a-viskoazh un den dizalc'h, frank ha divrall hag evel-se e chome hiziv c'hoazh. Ar memes den e oa ken e-keñver e revadelezh hag e guñvded.

2012
Daveenn : ADULT p. 225

Soñjal a ra dezhe [stourmerien zo] e rankomp ober gant "hor mediaoù" ha gante nemetken : mediaoù dizalc'h diouzh an embregerezhioù bras hag az a en-dro divruderezh en ur zerc'hel da gelaouiñ hep na vefe ar pal gwerzhañ tra pe dra gante.

2015
Daveenn : DISENT p116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial