Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adv. Hep dale. Dizale e voe staliet an daol ha servijet ar meuzioù. Dizale e teuas ar vamm da vervel. An heol berv a skaoto dizale. Ret e vo dizale kempenn al liorzh. 2. Stn. Mallus. Pe labour ken dizale hoc'h eus da ober eta ?

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha tezviñ a ra ar yer ? Ne dozvont ket c'hoazh; dizale e tozvint

1909
Daveenn : BROU p. 230

dizale

1909
Daveenn : BROU p. 228 (sans retard)

Seul ma nesaent e verrae ar vent hag al luc’h anezho, betek dont dizale, ouzh selloù an dud, d’ur paotr yaouank ha d’ur plac’h yaouank mentet-uhel, dremmet-glas, ur marzh ar gened anezho gant o blev rodellek a sked gant an aour teuz pe ar regez-tan.

1923
Daveenn : SKET p.60

Terriñ al Lezenn a rejont, ha dizale e teuas dezho kastiz : steuziañ, mont da get a rejont, ha ne vanas roudenn diouto.

1923
Daveenn : SKET p.91

Ar stroñsadennoù a zeuas da vezañ stankoc'h-stankañ ; war douaroù digompez e ruilhemp bremañ. Tremen a rejomp e-biou d'un torkad hentoù-kev, ha dizale ar marc'h-du a erruas e Taraskon, bro Tartarin, Tartarin meur, roue al lazherien leoned !

1929
Daveenn : SVBV p11

a-benn dizale

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

dizale

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

An emgav a oa da vintin Ha dizale 'sono sklintin Kloc'hig an Ave Maria. N'eo ket souezh int diegus; Ar bedadenn 'zo ken hegus Ma ra dezho trevariañ.

1960
Daveenn : PETO p13

Ur gwir gristen a dle pardoniñ d'e hentez ; / Ankouaat a ran, eta, hep kaz, ho fallentez, / Daoust ha digant ma zud, pried ha bugale, / Ma teuy an Ankou kriz d'am lemel dizale.

1960
Daveenn : PETO p48

Seblant glav edo. Lakaet ho poa ur c'helorn dindan an doenn. Dihuniñ a rit en noz, hag e klevit an tik tik tek disingal. N'eo ket c'hoazh goloet foñs ar c'helorn, a soñjit. Dizale e paouezo ar muzik hegasus-mañ. - Ne baouez ket an tik tik tek tek... Betek ar beure... Ho kelorn oa toull !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 43, Anjela Duval

Va-unan emaon em logell ha dizale setu me kousket-mort, skuizh evel ma oan gant trevell an devezhioù a-raok.

1985
Daveenn : DGBD p10

Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?

2015
Daveenn : DISENT p65-66

Diskouezit eta ho kartenn-anv pe[/]ha paseporzh dezhe ha lezet e vefet da vont dizale.

2015
Daveenn : DISENT p163

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial