1. Ag.
Hep aon.
Ur paotr dizaon. Dizaon e chome e pep degouezh. Bez dizaon.
HS. dispont, kalonek.
ES. aonik, spontik.
2. Adv.
Hep kaout aon, start.
Kredit dizaon an dra-se.
Strollad Broadel Breizh, savet n'eus ket pell gant un nebeud tud yaouank dizaon, en deus graet e vennozh da vodañ kement youl na-fell-plegañ a zo en hon Bro evit enebiñ, bepred ha daoust da bep tra, ouzh ar gwaskerezh gall a bouez warnomp pevar-c'hant vloaz zo.
Strollad Broadel Breiz, savet n'eus ket pell gant eun nebeut tud yaouank dizaon, en deus graet e vennoz da voda kement youl na-fell-plega a zo en hon Bro evit enebi, bepred ha daoust da bep tra, ouz ar gwaskerez gall a bouez warnomp pevar c'hant vloaz-zo.
1911
Daveenn :
PSEP
p I
dizaon
1923
Daveenn :
SKET
p.172, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Sans peur".
Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.
Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant peb-unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gand an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, d’ezo da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.
1923
Daveenn :
SKET
p.67-68
Dizaon e fiziomp ennañ enor hon tiegezhioù, lealañ gwarezour ma ’z eo !
Dizaon e fiziomp ennan enor hon tiegeziou, leala gwarezour ma ’z eo !
1924
Daveenn :
SKET.II
p.44
dizaon
1931
Daveenn :
VALL
pg brave
Ur gwaz dizaon e oa an den, / Kalon ur gour ' oa ennañ kent, / Hogen bremañ n'enebo ken...
Eur gwaz dizaon e oa an den, / Kalon eur gour ' oa ennañ kent, / Hogen bremañ n'enebo ken...
1960
Daveenn :
PETO
p53
Ne ouio biken ar pezh a lavari din. A-hend-all, ar pezh a lavarez d'ar gêrreizh a chom kuzh. Nemet e vije ret dit dont da desteniañ dirak al lez-varn d'ur c'houlz bennak met ne gav ket din e c'hoarvezo. Komz dizaon neuze.