Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Talañ, enebiñ ouzh (ub., udb.). Dizarbennet e voe an argader. C'hwi ho peus dizarbennet an dour-beuz hag ar c'hleñved. A-lazh-korf e poanie o tizarbenn pep argad. 2. Diaraogiñ. Dizarbenn un enkadenn armerzh. & Ent krenn Darbar dizarbenn. 3. Na reiñ e c'houlenn da ub. Dizarbenn a reont ma goulenn. & Trl. Bezañ dizarbennet eus e c'houlenn. HS. diarbenn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Argadet ganto douaroù an divroidi, e voent dizarbennet gant armeadoù re dezho hag e voent trec’het.

1923
Daveenn : SKET p.89

dizarbenn

1923
Daveenn : SKET p.172, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Repousser (un ennemi) ; réfuter (un argument)".

Argadennoù loened ferv a bep doare a renked dizarbenn, ha pobladoù-tud o tennañ d’ar gouennoù estren pe renavi, ar Sitoned, ar Skaled, an Ambroned, al Luged (Lugi), ar Veneted (Veneti), an Deutoned (Teutones), ar C’hutoned (Gutones), ar Semnoned (Semnones), ha meur a hini all c’hoazh a zo bet ankounac’haet an anvioù anezho a-benn hiziv.

1923
Daveenn : SKET p.139

E-pad m’edo an evned o tizarbenn o c’hefridi a varv d’an daredoù, an daredourien end-eeun eo a oa argadet gant engroez ar pevarzroadeged.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

N’eus na loen ferv da stourm outo, na enebour da zizarbenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial