1. Ger a implijer evit ezteuler an doan hag ar c'heuz.
Ac'h, eme Trafiak, pell zo em eus tañvaet e oac'h o c'hogeal ac'hanon.
&
Trl.
[2015] Ac'h Doue : atoue.
Ac'h Doue, hemañ eo an taol am eus digant ma enebour.
HS. allas, siwazh.
2. Ger a implijer evit ezteuler an dibasianted.
Ac'h ! n'ouzon ket.
3. [1732, 1850, 1904, 1927] Ger a implijer evit ezteuler an dismegañs, an heug.
Ac'h ! sarpant binimus. Ac'h ! rukunus eo gant e zilhad lous ha truilhennek hag e varv hir ha luziet.
HS. ac'hamen, ec'h.