Ger-mell strizh
I.
A. (dirak un ak. pe ur rag. am. heuliet gant ur rn. disk. pe gant ur ger pe un droienn spizañ ; dirak un ag. en e zerez uhelañ ; dirak un niv. pet. ; dirak un niv. peg. dezhañ un dalvoudegezh petvediñ).
[1350, 1499, 1500, 1538, 1659, 1732, 1850, 1867, 1927, 1931, 2015] Termen a dalvez da lakaat war ziskouez un den, ul loen pe un dra digemmet gant ar c'homzer diouzh elfennoù all e rummad.
[1350] An wenn hewenn am laouenas. [1350] An hegarad al lagad glas.
[1499] Ar bloaz-mañ. [1499] An eil gwech. [1499] Ar re arall. [1499] An dra-mañ. [1499] An tu-hont. [1499] An tu-mañ. [1499] Entre 'n traezoù-mañ. [1499] Al lec'h ma'z lazher ar miled. [1499] Al lec'h ma virer ar boued. [1499] An tu dehoù. [1499] Na'n eil na'n egile
[1500] Ar pevare marc'h a'n heol. [1538] En enor da Doue hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e oe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont. [1576] ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù, an eil eo naeteri a galon, [an] drede eo [an] disprizañs a vanite, ar bedervet eo [ar] wirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc.)
[1659] An eil tu hag egile. [1659] Nag an eil nag egile.
[1732] An ti-se a sko war an hent meur. [1732] An hini n'hall ket anduriñ ar gwin.
[1850] Grit an anzav-se, ha n'ho pezo droug ebet. [1850] An avel-se a zo anouedus. [1850] An daouzek abostol. [1867] Ar vamm vat-se an eürusañ !
[1931] War an dorn dehoù. [1931] War an tu dehoù.
[2015] Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
B. (hep ger na troienn spizañ goude an ak.)
1. (goude ur frazenn degas)
Termen a dalvez da envel un den, ul loen, un dra meneget a-raok.
Dont a reas un den en ti ; dilavar e chomas an den e-pad ur pennadig.
2. [1396, 1499] Termen a lakaer dirak anvioù-kadarn a denn da dud, da loened, da draoù zo dibar e pep degouezh pe en degouezh-mañ-degouezh.
[1396] Deuit d'an gêr, poazh eo an panennoù.
[1472] Bremañ e c'hellit gwelet sklaer nag eo ket taer mab ar Spernenn. [1499] Ar spas etre daou skoulm. [1499] Brec'h ar rod. [1499] Liamm ar gavell. [1499] Bleinenn ar wezenn. [1499] Presouer ar gwin. [1499] Doue ar mor. [1499] Moñstr ar mor. [1499] Platen an caleir. [1499] Pleg ar c'hein. [1499] Naer ar c'hoad. [1499] Palvezenn ar roeñv. [1499] Penn ar skoaz. [1499] Atizañ an tan. [1499] Avon an ifern. [1499] Aotrou ar bed. [1499] Beni an neud. [1499] Sizailh an neud.
[1538] En enor da Doue hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e oe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont. [1576] ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù, an eil eo naeteri a galon, [an] drede eo [an] disprizañs a vanite, ar bedervet eo [ar] wirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. [1576] Santez Katell, merc'h d'ar roe Koste [Kostus], a voe instruet ha doktrinet en holl ardoù liberal. [1576] Ha pan edoa an impalaer Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù. [1576] Ha neuze ez tisputas dre galz a divers konkluzionoù ha silojismoù ouzh an impalaer, e-tal porzh an templ.
[1659] Naetaat an ed. [1659] Ober an eost. [1699] O proseziñ neb a c'hounez a goll, ha neb a goll a goll an holl. [1699] Kozhenn an douar. [1699] Merat an toaz. [1699] Ur vorenn diwar an douar.
[1732] Dor an iliz. [1732] Lod eus an deog. [1732] Penn an tach. [1732] Toenn an ti.
[1850] An heol a skoe a-darzh war hor pennoù. [1850] An tan. [1850] Deuet eo eno dre an hent a-dreuz. [1850] En em lakait dindan an apoueilh. [1850] Grit un ant, evit herzel ouzh an tan. [1850] Mab an annezer eo.
[1927] An daol. [1927] An dud. [1927] An heol n'eus ket anezhañ, a lavare un dall. [1927] An taol.
3. (dirak anvioù-kadarn lies pe stroll a denn d'ur rummad tud, loened pe draoù, dirak ar rag. am. holl)
[1350, 1396, 1499, 1576] Ger a dalvez da lakaat ur gevrennad war ziskouez.
[1350] Me am eus un amorig joliik / indan an del me... [1396] Deuit d'an gêr, poazh eo an panennoù.
[1499] Barr ar c'helien, barr da gas ar c'helien. [1499] Benañ ar mein. [1499] Bugel ar chatal. [1499] Diluziañ ar blev. [1499] Doue an neñvoù hollc'halloudus. [1499] Doueez al laeron. [1499] Doueez ar gwragez. [1499] Fank ar botoù. [1499] Flaer an treid. [1499] Gant joa skeiñ an naouzorn. [1499] Garm pe gri ar verdeidi. [1499] Gwele an dud klañv. [1499] Gwignal an daoulagad [1499] Kan an euredoù [1499] Kevni ar gwez. [1499] Kroc'hen an divgell. [1499] Kraou ar moc'h. [1499] Mirer ar c'hon. [1499] Mirer ar moc'h. [1499] Mirer an deñved. [1499] Mirer an ezen. [1499] Mirer ar miled. [1499] Mirer ar muled. [1499] Mirer an oc'hen. [1499] Mark ar rezin. [1499] Preñv ar c'haol. [1499] Preñv an dilhad. [1499] Skant ar pesked.
[1576] Ha pan edoa an impalaer Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù. [1576] Hag ar gristenien pere n'o deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet [an impalaer] ez vizent lekaet d'ar marv.
[1699] Anchoù etre an irvi. [1699] Mell an eskern. [1699] Stagañ an oc'hen.
[1732] An enorioù eus ar bed.
[1850] An deñved. [1850] Goloet eo e dal gant an antoù.
[2015] Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.
4. (dirak un ak. unan, a denn d'ur rummad tud, loened pe draoù, en un droienn sonnet prl.)
[1499, 1659, 1699] Ger a dalvez da lakaat ur rummad resis war ziskouez.
[1499] Ar bleud ma reer ar bara-kan. [1499] Al lec'h ma'z lazher ar miled. [1499] Al lec'h ma virer ar boued.
[1699] An Arvor. [1699] Kanveoù da zerc'hel al lian war ar stern. [1699] Klask an aluzen.
[1732] Studi an fur.
5. [XVvet kd, 1456, 1499] Ger a dalvez da lakaat ur c'heal, un darvoud pe un obererezh war ziskouez.
[XVvet kd] Ar materi a studian pe brederan a gavan garv, goude hon holl fed er bed-mañ, diwezh pep unan eo ar marv. [1456] Ar spered glan. [1456] Krouer an neñv hag an douar. [1499] Dre'n eñvor. [1499] Gouel ar vadeziant. [1499] Hogos d'an deiz. [1499] Karer ar mad. [1499] Mab an diaoul. [1499] Sevel kent an deiz.
[1732] Amzer ar peoc'h. [1732] Ar flod.
[1850] A-barzh an noz. [1850] An droug a zo a-ziabarzh. [1850] A-raok an deiz. [1850] E-tro an abardaez.
[1927] Dindan an amzer
5. (war-lerc'h ur verb pe un av.)
[1499] Ger implijet da zegas un doarenn ha dre-se, da glokaat valañs ar verb-se.
[1499] Atizañ an tan. [1499] Benañ ar mein. [1499] Diluziañ ar blev. [1499] Gant joa skeiñ an daouzorn. [1499] Grigoñsat an dent. [1499] Gwentañ an ed. [1499] Gwignal an daoulagad. [1499] Klask an aluzen. [1499] Perchañ ar gwini.
[1659] Naetaat an ed. [1659] Ober an eost. [1699] Klask an aluzen. [1699] Merat an toaz. [1699] Stagañ an oc'hen.
II.
1. (dirak ar gerioù "aotrou", "itron", "dimezell", "doktor", "jeneral", "paotr", h.a. heuliet gant un anv kadarn pe gant un anv den divoutin)
[1456, 1576] Ger a dalvez da lakaat un den war ziskouez, pa reer meneg anezhañ.
[1456] Ar Werc'hez Mari.
[1576] Amañ ez teraou buhez an itron santez Katell, gwerc'hez ha merzherez, en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, pehini a chom e Montroulez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI.
2. (dirak an anvioù tiegezh en o furm lies)
Ger a dalvez da lakaat ur rummad tud war ziskouez pa reer anv anezhañ.
Ar Bellenned, ar Pellennezed. Ar Gemenerien, ar C'hemenerezed.
3. PEMDEZ
[1456] An tad, ar vamm : ma zad - hon tad -, ma mamm - hor mamm.
[1456] Me gred bepred e Doue an tad.
III.
(dirak un av., heuliet gant un ak. hollek, lies pe stroll, pe e-unan)
Ger a dalvez da lakaat un obererezh dre vras war ziskouez.
An troc'hañ keuneud. An desevel deñved. An diskar gwez. Ar redek. An neuñviñ.
IV.
(dirak ar raganvioù niveriñ, pe dirak re (raganv))
Ger a dalvez da lakaat ur stroll elfennoù war ziskouez.
An daou-se. An teir vras. Ar pevar zo bet prenet ganin. Ar re vihan-se. Ar re zo war an daol. Kant lur ar pezh, an tamm. Tri-ugent lur ar re zaou, an daou.
V.
(dirak un ak. pe un niv. peg.)
Termen a dalvez da lakaat un niver, ur c'hementad a-geñver gant un unanenn, un niver daveiñ.
Ur wezh ar sizhun. Teir gwezh ar miz. Lazhañ a ran ur porc'hell ar bloaz.
VI.
(dirak un ag. pe un adv. en e zerez plaen)
1. [1931] Ger a dalvez da lakaat ur perzh fizikel, speredel pe vuhezel war ziskouez.
Eno e vin a-barzh an teñval : a-raok an noz. Ar bihan, ar re vihan a damaller ennañ : kavout a reer eo bihan, re vihan an dra-se. Ar stank eo a laka an ed-se da veleniñ : meleniñ a reont dre ma'z int re stank. Dont a rin daoust d'ar pell zo etrezomp.
&
War an uhel : en ul lec'h uhel.
&
War an tomm : diouzhtu.
&
War an noazh : en dienez.
&
[1931] Mont gant an eeun : bezañ reizh en e oberoù.
&
Delc'her ub. er c'hlouar : en ul lec'h klouar.
2. Ger a dalvez da lakaat war ziskouez ur rann heverk eus un draezenn, ur benveg, h.a.
An tev eus al lavnenn. Skeiñ gant al lemm (eus ur c'hleze, h.a.).
3. (goude anvioù-kadarn zo)
Ger a dalvez da lakaat war ziskouez perzh ur blaz, ur c'hwezh, h.a.
Blaz ar brein. C'hwezh an trenk.
&
Dre skeud.
Blaz ar c'hozh : doare an traoù zo aet e-maez a c'hiz.
Blaz ar c'hozh zo gant ar film-se bremañ.
4. (goude araogennoù zo, dirak un ag., un adv.)
Ger a dalvez da lakaat dibarder ur perzh war ziskouez.
Gant ar sklaer e oa an amzer e weled an enez eus an aod. Panevet ar c'hreñv ma'z out e vefes bet brevet gantañ. Ne welemp netra gant ar c'hement a dud a oa eno : kement a dud a oa eno.
VII.
(dirak un ag. pe un adv. en e zerez uhelañ)
[1867] Ger a dalvez da lakaat war ziskouez an elfenn pe ar stroll elfennoù zo war derez uhelañ ur skeul geñveriañ.
[1867] Ar vamm vat-se an eürusañ !
Ar c'hoshañ eus ar baotred, ar goshañ eus ar merc'hed. • Ar re-se eo ar gwellañ botoù am eus bet biskoazh. Hennezh eo ar brasañ, an hini brasañ. Homañ eo ar c'hlasañ, an hini c'hlasañ. Ar re-hont eo ar re gerañ. Ar pep gwellañ. • Ar pellañ ma c'haller mont. Pa soñjer an nebeutañ. • Un den, tud eus ar re wellañ, eus ar gwellañ. Ur skeudenn, skeudennoù eus ar re vravañ, eus ar bravañ. Ur vaouez vat eus ar re wellañ, eus ar gwellañ. • Ur gurunenn ar gaerañ : eus ar re gaerañ. Ur c'hastell ar c'haerañ. Gwez ar re vravañ : eus ar re vravañ. Al levenez ar vrasañ : ar brasañ levenez. E vouezh ar flourañ : ar flourañ doare ma c'hall komz. • Kozh ar c'hoshañ eo an den-se : kozh-kenañ eo.
Paour ar paourañ, paour eus ar paourañ eo an den-se. Deuit amañ den mat ar gwellañ : eus ar gwellañ. Falloc'h eget ar fallañ eo an dra-se.
&
(dirak ar gomzenn ar gwellañ)
Ar c'hentañ ar gwellañ : ar c'hentañ ma c'haller. An aliesañ ar gwellañ : an aliesañ ma c'haller ober (udb.).
EVEZH.
(a) Graet e vez gant "an" dirak "n", "t", "d", "h" hag ar vogalennoù, gant "al" dirak "l" ha gant "ar" dirak al lizherennoù-tal all ;
(b) Kemm. blot. dam.- chom a ra 'd' digemm- goude ar gm. s. "an" hag "ar" dirak an anvioù-kadarn benel unan ha dirak an anvioù-kadarn gourel lies a denn d'an dud, ha kemm. k/c'h dirak an anvioù-kadarn all.
Daveenn :
LVBCA
p21, 50, 125 (bergerie, ou clais ou couchent les brebis aux champs)
lienenn ar penn
linenn an penn
1499
Daveenn :
LVBCA
p133 ('bandeau de tête')
diluziañ ar blev
diluziaff an bleau
1499
Daveenn :
LVBCA
p21, 38, 58 (desmeller cheueux)
doe ar porzhoù
doe an porzou
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 64, 167 (le dieu des portes)
presouer ar gwin
pressoer an guin
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 92, 169 (pressouer a vin)
moñstr ar mor
monstr an mor
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 147 (monstre de mer)
doe ar vell [= emgann]
doe an vell
1499
Daveenn :
LVBCA
p21, 34, 64 (dieu de la bataille)
doe ar vugale
doe an vugale
1499
Daveenn :
LVBCA
p21, 44, 64 (dieux des pasteurs)
doe an douar
doe ann doar
1499
Daveenn :
LVBCA
p20, 64 (le dieu de la terre)
Doe an neñvoù hollc'hallouedus
Doe ann effou holl galloedus
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 64, 99, 150 (dieu des cieulx tout puissant)
doe an ifern
doe ann iffern
1499
Daveenn :
LVBCA
p64, 100 (pluto le dieu d-enffer)
doueez ar mez
doees an mez
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 65, 144 (c-est la deesse des glans)
doueez ar vell [= emgann]
doees an bell
1499
Daveenn :
LVBCA
p21, 34, 65 (la deesse de la bataille)
doueez ar bleuñv
doees an bleuzff
1499
Daveenn :
LVBCA
p21, 38, 65 (la deesse des fleurs)
doueez an ed
doees ann net
1499
Daveenn :
LVBCA
p20, 65, 67 (la deesse du ble)
dre'n eñvor
drenneuor
1499
Daveenn :
LVBCA
p20, 66, 72 (par cueur)
an
en
1499
Daveenn :
LVBCA
p20 (peut-être forme archaïque de l'article défini)
parer an lezr
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 132, 156 (pareur de cuyr)
entre 'n traezoù-mañ
entrentraezou man
1499
Daveenn :
LVBCA
p23, 72, 138 (entre ces choses)
plad evit ar boed
plat euit an boet
1499
Daveenn :
LVBCA
p40, 75, 164 (plat pour viande)
Eozen Roperzh[,] kredet kerzh[,] a Gerdu / En kompozas[,] ur paz ne fallas tu / Bede 'n isu[,] hag en kontinuas
Euzen Roperz credet querz a kaerdu / En composas vng pas ne fallas tu / Bedenn yssu hac en continuas
1499
Daveenn :
LVBCA
p15, 21, 34, 71, 72, 94, 103, 113, 119, 121, 125, 149, 157, 200, 201 ('Eozen Roparzh, croyez certainement, à partir de décembre / Le composa, sans une fois faillir / Jusqu'à la fin et le continua')
fank ar botoù
fanc an botou
1499
Daveenn :
LVBCA
p21, 39-40, 76 (boe, ou fange de solliers)
Daveenn :
LVBCA
p22, 135, 150 (le nit de la souris)
kevni ar gwez
queffny an guez
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 91, 114 (mousse)
ober an bouzar
ober an bouzar
1499
Daveenn :
LVBCA
p21, 41, 152 (faire le sourd)
kerden al lestr
querden an lestr
1499
Daveenn :
LVBCA
p22, 122, 132 (cordes de nef)
ar pevare marc'h a'n heol
an peoare march an heaul
1500
Daveenn :
LVBCA
p163 (le quart cheual du souleill)
En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont
EN ENOR DA DOE ON CROEAS - DA SANT TREMEVR DA SANT VELTAZ - EZ E OVE FOVNTET AN CHAPEL MAN - AN ZVL KEN FEST AN SPERET GLAN - OVZIT BREMAN AN DAT DRE GONT - MIL PEMP KANT EIZ BLOAZ HA TREGONT
1538
Daveenn :
GReg
Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab
Kent-se[,] uz a rezon evel maz aparchant ouzh un roue prudant, rak an boeted a lavar [: «] Mar em c'houvernez dre rezon, hervez an ene ez vizi roue [;] hogen, mar em c'houvernez aotramant, hervez an c'horf, ez vizi servijer[. »]
quent se vus a rayson euel maz aparchant ouz vn roe prudent, rac en poetet a lauar: mar em gouuernez dre rayson heruez an eneff ez vizy roe hoguen mar em gouuernez autramant heruez en corff ez vizy seruicher:
1576
Daveenn :
Cath
p10
[« F]aezhañ a ra an holl dud savant hag ez lavar penaos hon doueoù ez int diaouloù[. »]
fezaff agra en holl tut sauant : hac ez lauar penaux hon doueou ez ynt diaoulou:
1576
Daveenn :
Cath
p11
Amañ ez tezraou buhez an itron sanktez Katell[,] gwerc'hez ha merzherez[,] en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, peheni a chom e Montrolez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI. [1576]
AMAN EZ DEZRAOV BUHEZ AN ITRON SANCTES CATHELL GUERHES HA MERZERES en Brezonec neuez Imprimet, e Cuburien, euit Bernard de Leau, peheny a chom e Montrolles , voar pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI.
1576
Daveenn :
Cath
p1
Santez Katell, merc'h d'ar roe Koste [Kostus], a voe instruet ha doktrinet en holl ardoù liberal[.]
Sanctes Cathell merch dan roe Coste, a voe ynstrue[t] ha doctrinet en oll ardou liberal [;]
1576
Daveenn :
Cath
p5
Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]
CATHELL so lauaret ha deuet digant Coste peheny a tal quement da lauaret euel oll ha digant ruine, peheny a tal quement da lauaret euel trebuche pe couezaff, ha rac se Cathell a tal quement da lauaret vn trebuche vniuersel; rac edeficc en azrouant so dreyzi hac enhy an oll trebuchet
1576
Daveenn :
Cath
p3
ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?
an quentaff [an peder basenn an scheul an eff] eo inocentet he oll œuurou an eil eo nettery à calon : trede eo disprisancc à vanité. an pederuet eo guyronez à cõsou; pere degreziou à laqua an prophoet diouch reng ouz lauaret pyou à pigno é menez an autrou &c.
1576
Daveenn :
Cath
p3-4
diskaret he deveus an edifis a goñvetiz charnel dre an virginite a observas hag a viras hag ivez pep koñvetiz monden rak disprizañ a eure pep tra monden.
discaret he deues an edeficc à conuetis charnel dre an virginité à obseruas hac à miras hac yuez pep conuetis mondain rac disprisa a guere pep tra mondain.
1576
Daveenn :
Cath
p3
15. Ha neuze pan o devoe lavaret an oratored ez oa un dra imposibl ez c'hallze Doue bezañ den, nag ez c'hallze gouzañv poan ar bed nag ivez ar marv, ez prouvas dezhe ar werc'hez penaos ar Jentiled c'hoazh ho devoa a-ziaraok lavaret an dra-se, rak Platon hag ar Sibiled oz devoa lavaret ez vize eürus an doue diouzh ar c'hrec'h a vihe krusifiet er groaz.
15. ha neuse pan ho deffoe lauaret an oratoret ez oa vn tra imposibl ez galse doue bezaff den : nac ez gallse gouzaff poan en bet nac yuez an marou : ez prouphas deze an guerhes penaux an gentilet hoaz ho deffoy a diaraoc lauaret en trase, rac platon hac an sybillet : hoz deffoy lauaret ez vise eureuxan doue dioux an crech a vihe crucifiet en croas,
1576
Daveenn :
Cath
p13
5. Ha neuze ez tisputas [Katell] dre galz a divers konkluzionoù ha silojismoù ouzh an impalaer, e-tal porzh an templ
5. ha neuseu ez disputas dre cals ha diuers conclusionou ha silogismou: ouz an impalarz, etal porz en templ:
1576
Daveenn :
Cath
p6
[D]iskaret ha trebuchet he deveus an edifis a orgelh dre an humilite anezhi[.]
discaret ha trebuchet he deues an edeficc a orguell dre an humilité anezy
1576
Daveenn :
Cath
p3
Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;
ha pan edoæ an impalazr Maxentius, assemblet gantaff en alexandrie an oll pinuidien ha peuryen: euit sacrifie dan ydolou[,] hac an christenyen pere noz deurye sacrifie dan ydolou, en defoy ordrenet ez visent lequeat dan marou[;]
1576
Daveenn :
Cath
p5
Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.
eual maz ententas ez comeras darn he tut he pales hac ez em gouarnissas gant sign an croas : hac ez eaz en quaer : hac ez caffas vn nombre bras a christenyen, pere a yea da sacrifia dan ydolou rac aon na vient lazet maz voue meurbet nechet ha ceuzet:
1576
Daveenn :
Cath
p5-6
« Ha me a gontragnez hep nep sperañs a saler da gombatiñ oute, hogen Jezuz-Krist pehini eo sperañs ha kurun ar re a stourm evitañ, hennezh am rekompañso hag em salero[. »]
ha me a contraignez hep nep sperancc a saler da combaty oute : hoguen iesus-christ peheny eo sperancc ha curun an re a storm euitaff hennez am recompanso hac em salero :
1576
Daveenn :
Cath
p13
naetaat an ed
nettaat an hait
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg netoier (le blé)
an eil tu hag egile
an eil tu hag eguile
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg deça & dela
ober an eost
ober an eaust
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (faire la) moisson
nag an eil nag egile
nag an eil nac egile
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg neutre
kanveoù da zerc'hel al lian war ar stern
canveyou d'a zerc'hel al liam woar an stern
1699
Daveenn :
Har.
pg an, da, derc'hel, kanveou, lien, stern, war (Templons pour tenir la toile sur le metier)
klask an aluzen
clasq an-alusen
1699
Daveenn :
Har.
pg aluzen, an, aluzen, klask (gueuser, droger)
kozhenn an[?] douar
cosen en-doüar
1699
Daveenn :
Har.
pg an, douar, kozhenn (veillon [jachère, friche])
an Arvor
1699
Daveenn :
Har.
pg an, arvor (la coste maritime)
anchoù etre an irvi
anchou etre an irvi
1699
Daveenn :
Har.
pg ant, an, etre, irvi (Rays entre les sillons)
O proseziñ neb a c'hounez a goll, ha neb a goll a goll an holl.
Oz processi nep a goune a goll, ha nep a goll a goll an-oll.
1699
Daveenn :
Har.
pg a(2), an, gounit, holl, koll, nep, o, proseziñ (aiant procez celui qui gagne perd, et celui qui perd, perd tout)
stagañ an oc'hen
stagan an-ohen
1699
Daveenn :
Har.
pg an, oc'hen, stagañ (atteler les bœufs)
mel an eskern
mell an-eskern
1699
Daveenn :
Har.
pg an, eskern, mel (moüelle des os)
merat an toaz
merat an-toas
1699
Daveenn :
Har.
pg an, merat, toaz (manier la pâte, paitrir)
ur vorenn diwar an douar
ur-voren-diwar-an-douar
1699
Daveenn :
Har.
pg an, diwar, douar, morenn, ur (une exhalaison de la terre)
an higenn
nighen
1699
Daveenn :
Har.
pg an, higenn (hameçon)
an
1732
Daveenn :
GReg
Rakskrid, pg a, de (ou du, article du genitif)
paotr ar moc'h
pautr an moc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg gardeur (Gardeur de cochons.)
amzer an peoc'h
amser an puoc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg (le temps) de (la paix. Bas-Leon)
amzer an peoc'h
amser an puoc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg (le temps) de (la paix. autour de Quimper)
dor an iliz
dor an ilis
1732
Daveenn :
GReg
pg (la porte) de (l'Eglise)
ar gac'hlec'h
an gac'h-lec'h
1732
Daveenn :
GReg
pg garderobe (privé)
ar flod
an flodt
1732
Daveenn :
GReg
pg flux (Le commencement du flux.)
An hini n'hall ket anduriñ ar c'hwezh eus ar gwin.
En hany n'all qet andureiñ en hueh es er güin.
1732
Daveenn :
GReg
pg abstème (Van.)
teuzidigezh ar metaloù
teuzidiguez an metallou
1732
Daveenn :
GReg
pg fusion (fonte des metaux)
studi an fur
study an fur
1732
Daveenn :
GReg
pg du (article) (qui devant un nominatif sing. masc. n'a point d'expression bretonne. Par exemple ; du pain, bara. du vin ; guïn. devant un genitif, il s'exprime par, ar, & en van, par, er. en bas Leon, pour ar, ils disent toujours an. devant un ablatif, du s'exprime par gand, & par eus)
lod eus an deog
lod eus an deaug
1732
Daveenn :
GReg
pg (partie) de (la dîme)
penn an tach
penn an taich
1732
Daveenn :
GReg
pg (la tête) du (clou)
toenn an ti
toënn an ty
1732
Daveenn :
GReg
pg (le toit) de (la maison)
dor an Iliz
dor en Ilis
1732
Daveenn :
GReg
pg (la porte) de (l'Eglise)
e-pad an amzer fresk
e pad an amser fresq
1732
Daveenn :
GReg
pg fraicheur (Pendant la fraicheur.)
amzer an peoc'h
amser an peoc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg (le temps) de (la paix. Bas-Leon)
an ti-se a sko war an hent meur
an ty-ze a sqo var anhend meur
1732
Daveenn :
GReg
pg aboutir
an enorioù eus ar bed
an enoryou eus ar bed
1732
Daveenn :
GReg
pg fortune (Biens de fortune.)
krenañ evel an delioù
crena evel an delyou
1732
Daveenn :
GReg
pg fremir (trembler de peur)
d'an
d'ann
1850
Daveenn :
GON.II
pg d'ar, pg d'ann (préposition-article désignant le troisième cas des noms, au singulier comme au pluriel [...] se met devant les voyelles et devant les consonnes d,n,t).
a-barzh an noz
abarz ann nôz
1850
Daveenn :
GON.II
pg abarz (avant la nuit)
abeg oc'h bet d'an droug-se
abeg oc'h béd d'ann drouk-zé
1850
Daveenn :
GON.II
pg abek
an
1850
Daveenn :
GON.II
pg an (voyez ann)
an
ann
1850
Daveenn :
GON.II
pg an, ann ("Ann" se met devant les mots qui commencent par une voyelle, et devant les consonnes d, n, t.), enn
an ed
ann éd
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (le blé)
an amzer
ann amzer
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (le temps)
An avel-se a zo anouedus.
Ann avel-zé zô anouéduz
1850
Daveenn :
GON.II
pg anouéduz (Ce vent-là est propre à donner du froid.)
an deñved
ann déñved
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (les brebis)
an daouzek abostol
ann daouzeg abostol
1850
Daveenn :
GON.II
abostol (les douze apôtres)
An droug a zo a-ziabarzh.
Ann droug a zó a-ziabarz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg a-ziabarz (le mal est interne)
An heol a skoe a-darzh war hor pennoù.
Ann héol a skôé adarz war hon pennou.
1850
Daveenn :
GON.II
pg a-darz (Le soleil donnait perpendiculairement sur nos têtes.)
an tan
ann tân
1850
Daveenn :
GON.II
ann (le feu)
a-raok an deiz
araog ann deiz
1850
Daveenn :
GON.II
pg a-raok (avant le jour)
Deuet eo eno dre an hent a-dreuz.
Deûd eo énô dré ann heñd adreûz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg a-dreuz (Il est arrivé là par une voie indirecte).
En em lakait dindan an apoueilh.
En em likid dindân ann apouel.
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg apouel (Mettez-vous sous l'auvent.)
Goloet eo e dal gant an antoù.
Gôloéd eo hé dâl gañd ann añtou.
1850
Daveenn :
GON.II
pg añt (Son front est couvert de rides.)
Grit an anzav-se, ha n'ho pezo droug ebet.
Grid ann añsav-zé, ha n'hô pézô droug é-béd.
1850
Daveenn :
GON.II
pg añsav (Faites cet aveu-là, et vous n'aurez aucun mal.)
Grit un ant evit herzel ouc'h an tan.
Grid eunn añt, évit herzel ouc'h ann tân.
1850
Daveenn :
GON.II
pg añt (Faites une tranchée pour arrêter le feu.)
Mab an annezer eo.
Mâb ann annézer eo.
1850
Daveenn :
GON.II
pg annézer (C'est le fils du marchand de meubles.)
an intañvez
ann iñtañvez
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (la veuve)
Piv en deus kanet an abostol hiziv ?
Piou en deûz kaned ann abostol hiriô ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg abostol (Qui est-ce qui a chanté l'épître aujourd'hui ?)
Skeiñ a reer war an annev.
Skei a réeur war ann annéô.
1850
Daveenn :
GON.II
pg annéo (On frappe sur l'enclume.)
War an aod em eus e gavet.
War ann aod em eûz hé gavet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg aot (Je l'ai trouvé sur le rivage.)
an den
ann dén
1850
Daveenn :
GON.II
pg dén (les hommes, les gens)
an naon
ann naoun
1850
Daveenn :
GON.II
pg ann (la faim)
An ti-mañ a zo din.
ann tî-mañ a zô d’in
1850
Daveenn :
GON.II
p.95, livre second, « Cette maison-ci est à moi ».
An ti hag an arrebeuri zo da werzhañ
Ann tî hag ann arrébeûri zô da werza.
1850
Daveenn :
GON.II
p.93, livre second, « La maison et les meubles sont à vendre ».
Kemerout pesked gant an higenn.
Kémérout pesked gañd ann higen.
1850
Daveenn :
GON.II
p.90, livre second, « prendre du poisson à l'hameçon ».
An hini ne glev ket a zo ker reuzeudik hag an hini ne wel ket.
Ann hini né gleo kéd a zô ker reûzeûdig hag ann hini né wel két.
1850
Daveenn :
GON.II
p.73, "Celui qui n’entend pas est aussi malheureux que celui qui ne voit pas."
an eil hag egile
ann eil hag égilé
1850
Daveenn :
GON.II
p.75, "L'un et l'autre" (pour le masculin).
An deñved a gar ar geot berr.
Ann déñved a gâr ar géot berr.
1850
Daveenn :
GON.II
p.79
E-tro an abardaez
E-trô ann abardaez
1850
Daveenn :
GON.II
pg abardaez (Sur le soir, vers le soir).
Ar vamm vat-se an eürusañ !
Ar vamm vad-ze ann eurusa !
1867
Daveenn :
MGK
p137
Warni ’ta, ha war [he] c’hreiz ; Iliz ar barroz. Disheñvel ouzh an ilizoù all ?…
Warnei ’ta, ha war c’hreiz ; Iliz ar barroz. Dishenvel oc’h an ilizou all ?…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ha war he c’hreiz" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)
Erruout a eure, d’e dro, Bilzig gant an tri all.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)
an
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg a (En Vannes seulement on écrit en, er, el, le, la, les), an (art. le, la, les -dev. voyelles et t, d, n- ; adoucit t au fém. sg. et au m. pl. des personnes)
Daveenn :
VALL
pg à2 (situation : en, war, a ; à droite)
mont gant an eeun
mont gand an eeun
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XX (observer la justice)
Bep an eil, labour spered hag embregerezh korf.
Bep an eil, labour spered hag embregerez korf.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.196
— « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! » — « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. »
1944
Daveenn :
ATST
p.14
Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
2015
Daveenn :
DISENT
p57
Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.
2015
Daveenn :
DISENT
p61
Notennoù studi
Nota :
Treuzskrivet eo ar skouerioù istorel gant stumm ar ger-mell diouzh an implij a-vremañ ha dre-se e kaver "ar" pe "al" implijet er fichenn-mañ. Met holl ar stummoù-se a gas d'ar stumm testeniekaet "an".
==========================================
an & in beket ar XVIIvet kantved stummoù ar ger-mell strizh. Dont a ra neuze "al" war-wel
E fin mare ar c'hrennvrezhoneg e weler ar stumm "ar" dont war-wel ha diwezhatoc'h "al". N'eo ken 'met e XIXvet kantved e oa deuet ar sistem a-vremañ da vezañ stabil.
==========================================
Implij ar ger-mell strizh n'eo ket bet reoliek a-hed istor ar brezhoneg. Skouerioù zo a gaver hep ur ger mell strizh ha pa tiskouezont bezañ anvioù-kadarn strizh doareet gant un anv-kadarn all koulskoude.
==========================================
Gortozed e vijed bet ar stumm "ann" evit ar ger-mell strizh a-raok "heaul" er skouer tennet tennet eus doare b ar C'hatolicon (1500) evel er skouer "stuhennou ann heul" (1499).
Etimologiezh
Stumm an termen a oa "in" e henvrezhoneg, hag e-tro an XIvet kd. e troas da "en" peotramant "an".
Soñjal a reer e teu ar stumm "an" eus ar raganv-diskouez keltiek *sindo- a gaver testeniaket e galianeg dindan ar stumm "in sinde" (en dra-se [deiziataer Coligny]).
Diwar ar stumm-se ez eo deuet ar ger-mell strizh er yezhoù keltiek modern :
hIw. "in", "int" ; hKn. "en".