Nepell diouzh an aod e kaver traezh pe lec'hid degaset gant ar stêrioù pe lamet diouzh an tornaodoù gant an donn ; hag en donvor, kregin razek pe gailhastrek loenedigoù o vevañ er mor, pe c'hoazh lec'hid ruz -er Meurvor Habask dreist-holl- o tont diwar zanvezioù maenek ha n'eo ket diwar vuhezeged.
Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.
Hag ar gatiolenn 'ta, koef bras Landreger, pennober ar vroderezh hag ar fererezh ! e gwirionez, ul lestr aozet gant dantelezh hepken evit merc’hed va bro, hini ar vartoloded, ur burzhud a goantiz gant e zaou gorn eeünet war-dreñv evel lien ur vag o skarañ lark-kaer, pe ‘vel divaskell evned bras an donvor.
Rankout a rae ’ta al listri mont etrezek pleg[-]mor Kiberen, ha goude mordeiñ a-hed an deiz e tu all da enez C’hroe pe en donvor d’ar Gerveur, hogos bemnoz e taolent eor etre Porzh Maria hag ar garreg Tignouz.
Ar bras[sic] eus ar batimantoù a ya pelloc'h en donvor, dre vMadeira, Las Palmas pe Tenerife.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
donvorel