Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Dorn an eil krog e dorn egile. Sell an daou-mañ o tont amañ dorn-ha-dorn. & Dre skeud. A-gevret, unanet. War an hevelep tachenn e labouromp dorn-ha-dorn. HS. dorn-ouzh-dorn.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzhet ganti dorn-ha-dorn o voustrañ strad kinviek koadoù ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hañv, naouspet goañv !

1923
Daveenn : SKET p.74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial