Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [2016] Levr pe destenn skrivet pe adskrivet gant an dorn. Miret eo bet lennegezh Iwerzhon gant un niver dornskridoù a sav d'an eizhvet kantved. 2. Ent strizh [2013] Stumm kentañ ur skrid pe ul levr diwar zorn ar skrivagner. Kas un dornskrid d'un ti-embann.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

"dornskrid" g. [...] , liester "dornskridoù".

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Manuscrit".

Eno, hor c’henvroad, un Tarzek hervez, hag hen ur furcher, en dije dizoloet, e strad bez ur Faraon bennak, e bro-Fayoum moarvat el lec’h ez oa gwechall un drevadennad a Gelted, ur « papuruz » poultrennek, ha warnañ dornskrid ar « Sketla ».

1923
Daveenn : SKET p.5

"dornskrid" g. [...], liester "dornskridoù".

1924
Daveenn : SKET.II p.125 « Geriadurig », "Manuscrit".

Arvarus e oa e kavjen-me netra goude ur « chaseour-dornskridoù » ken fri-lemm ha Frañsez Vallée.

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

Keloù a gasis d’an aotrou Frañsez Vallée, ma mestr mat, hag hemañ a respontas din e oa bev c’hoazh en Enez-Vaz, intañvez ar barzh Gab Milin, en doa gweladennet anezhi ur wech a-gevret gant ar c’horonal Bourgeois, a Vrest, hag e kave dezhañ e tizolojen c’hoazh dornskridoù eno, ma’z ajen d’he saludiñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90-91

E gwirionez em boa lennet ur pennad gant Patrick Chamoiseau ma skrive e oa bet devet e zornskridoù gallek gant Frankétienne a-raok krediñ skrivañ e kreoleg.

2013
Daveenn : YUDAL p85

Evel ar c'h/codex Venetus A. Dornskrid klok koshañ an Ilias eo, bet skrivet e Bizañs en Xvet kantved.

2016
Daveenn : ILIAS p8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial